[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Arz ha saverezh meroveat

Eus Wikipedia

Cheñch a reas an arz hag ar saverezh pa veze tierniezh frank ar Veroveed o ren.

Padout a reas eus ar 5vet kantved d'an 8vet kantved keit e Gallia hag e Germania.

Gwan e teuas arz ar saverezh hag ar c'hizellat. Orfebrerion avat a oa deuet mailh war o micher. Ha livañ an dornskridoù a zigor an nor d'an doareoù kelt da gaeraat, hag a zo mammenn wir ar c'hrouiñ meroveat daoust d'ar gristenezh ha d'ar Varbared.

Chom a ra skwerioù ur saverezh levezonet gant ar Reter gras da deir chapel-vadeziñ war ur patrom eizh kogn ha toet gant ur volz-to war bileroù, en Aix-en-Provence, Riez ha Fréjus.

Kalz a gevioù-iliz romanek a voe abalamour d'ar c'hehel evit ar Sent. Chom a ra kev-iliz Saint-Seurin e Bourdel, hini Sant-Laurent Grenoble ha hini abati Jouarre (7vet kantved).