[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Akarian

Eus Wikipedia

An akarianed (Akari pe Akarina) a zo artropoded bihan-tre : reoù 'zo a zo mikroskopek, un tregont mikrometr bennak ; ha reoù 'zo, brasoc'h, a vuzuilh betek 3 cm (ar megeled p'o devez evet gwad a-leizh da skouer). O c'horf a zo fetis dre ma'z eo peg o fenn a-raok ouzh o zeur. Hiziv an deiz ez eus bet kavet 50 000 spesad bennak er bed, met sur a-walc'h e sav an niver a spesadoù anezho d'ur milion hag en tu-hont. O doare bevañ (lec'h-bevañ, boued) n'en deus ket e geñver e-touez an araknided all.

Meur a spesad a vev en douar pe en dour met an akarianed o devez a-wechoù darempredoù gant boudoù bev all — loen pe plant. Bez' ez eus kalz a spesadoù buhezsuner, reoù 'zo a zo kleñvedus evit ar plantoù, al loened pe an dud. E-touez ar re-se emañ ar megeled, ar "Sarcopte", kiriek eus ar rogn, ar varroa buhezsuner eus ar gwenan, pe c'hoazh akarianed ar boultrenn hag a zo kiriek da allergiezhioù tud 'zo.