[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Abraham Govaerts

Eus Wikipedia
Gwerc'hez gant he bugel

Abraham Govaerts, bet badezet d'an 30 a viz Eost 1589 en Antwerpen hag aet da Anaon er memes kêr d'an 9 a viz Gwengolo 1626, a oa ul livour flamank, brudet en abeg d'ar gweledvaoù a voe livet gantañ.

Gant Jan Brueghel gozh eo e teskas e vicher. E 1607 e voe degemeret e kour Antwerpen, eno e voe dean, hag e-touez e skolidi e voe Frans Snyders. Pa varvas Govaerts e laoskas war e lerc'h meur a oberenn diechu hag a voe klokaet gant A. II Francken, Frans Francken (II), Jasper van der Lanen ha Hans III Jordaens. E oberennoù deiziet a savas etre 1612 ha 1626. Er penn-kentañ e voe levezonet gant oberennoù Gillis van Coninxloo. Goude-se e savas oberennoù heñvel ouzh re Jan Brueghel gozh, koulz a-fet dodennoù hag a-fet doare da livañ.