Abdelaziz Bouteflika
Abdelaziz Bouteflika (arabeg: عبد العزيز بوتفليقة, ʿAbd al-ʿAzīz Būtaflīqa), ganet e 1937 ha marvet e 2021, a oa ur politikour aljerian bet pempvet prezidant ar vro etre 1999 ha 2019.
Ganet e voe d'an 2 a viz Meurzh 1937 e Oujda (Maroko). Bet e oa bet ministr an aferioù estren etre 1963 ha 1979.
Fin ar brezel diabarzh aljerian a zo bet e-pad e resped prezidant, lamet e oa bet gantañ ar stad a reuziad e miz C'hwevrer 2011. E miz Du 2012, e oa tremenet dreist Chadli Bendjedid evel prezidant ar vro a-fed padelezh. D'an 11 a viz Meurzh 2019, goude meur a vanifestadeg a-enep dezhañ e embannas dre lizher ne vefe ket eus ar votadeg prezidant e miz Ebrel ha ne vefe ket eñ kannad en dilennadeg prezidant a vefe[1].
D'ar 26 Meurzh 2019, e pad manifestadegoù meur a-enep galloud (sistem) Bouteflika, ar jeneral Ahmed Gaid Salah, penn uhelañ al lu aljerian, a embanne e oa poent lakaat da dalvezout mennad 102 bonreizh ar vro, a embannas e c'hell bezañ skarzhet ur prezidant pa ne veze ket tu ken dezhañ ren ar vro. D'ar 27 a viz Meurzh, Ouyahia a c'houlennas gant Bouteflika da reiñ e zilez[2],[3].
Mervel a reas d'an oad a 84 bloaz d'ar 17 a viz Gwengolo 2021 e Zéralda.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.lepoint.fr/monde/algerie-abdelaziz-bouteflika-renonce-a-briguer-un-cinquieme-mandat-11-03-2019-2299928_24.php
- ↑ http://www.lefigaro.fr/international/2019/03/27/01003-20190327ARTFIG00043-algerie-un-nouvel-allie-lache-le-president-bouteflika.php
- ↑ https://www.lemonde.fr/afrique/article/2019/03/26/algerie-le-chef-d-etat-major-de-l-armee-demande-de-declarer-abdelaziz-bouteflika-inapte_5441529_3212.html