[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Anna Gonzaga

Eus Wikipedia
Anna Gonzaga

Anna Maria di Gonzaga-Nevers (1616-1684) a oa ur briñsez c'hall a orin italian. Merc'h e oa da Carlo Iañ Mantova, Dug Mantova ha Monferrato, ha d'e bried c'hall, Catherine de Mayenne (merc'h da Charlez Loren, Dug Mayenne). Da gentañ e oa bet kaoz da gas anezhi da leanez met goude marv he zad, en 1637, e kavas gwell treiñ kein d'ar vuhez relijiel. Sot-nay e oa gant he c'henderv, Henri II de Guise: diwezhatoc'h e lavaras e oant dimezet e kuzh en 1639. Se a vije kaoz ma wiskas dilhad paotr da vont d'e gaout en 1640, e-pad seziz Sedan, met he dilezel a reas ar priñs en 1641. Prosez a reas dezhañ evit bout anavet evel e wreg.

Dimezet e voe ivez da Eduard von der Pfalz (1625- 1663) eus an tiegezh Pfalz-Simmern, niz da James Iañ (Bro-Saoz).

Teir merc'h he doe gant he fried, Eduard von der Pfalz :

dimezet e 1671 da Karl Theodor zu Salm (1645–1710),
dimezet e 1663 da Henri III Jules de Bourbon, priñs Condé (1643–1709), ur mab da Louis II de Bourbon-Condé, lesanvet le Grand Condé;
dimezet e 1668 d'an dug Johann Friedrich zu Braunschweig und Lüneburg (1625–1679)

Fin he buhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ur vuhez avanturus e troas war-zu ar relijion en 1671. Pa varvas en 1684 e voe lavaret sermon an obidoù gant Bossuet.