And the Band Played Waltzing Matilda
And The Band Played Waltzing Matilda zo ur ganaouenn saoznek skrivet gant Eric Bogle e 1971 diwar-benn ur soudard aostralian en Emgann Gallipoli e 1915 e-pad ar Brezel-bed kentañ. En emgann-se e varvas 50 000 soudard aostralian, eus an ANZAC, anv an armeoù aostralian ha zelandneveziat.
Ar ganaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Foeter-bro yaouank e oa ar soudard a-raok mont d'ar brezel. Gwelout a ra e gamaraded o vervel en-dro dezhañ, ha koll a ra e zivhar. Goude ar brezel e wel ar soudarded kozh o vervel hag ar yaouankizoù diseblant ouzh o foanioù.
Dave a ra ar ganaouenn d'ar ganaouenn all, anvet Waltzing Matilda, hag a zo ur ganaouenn-bobl brudet er vro hag unan eus arouezioù broadel Aostralia.
Kanerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanet eo bet ha sonenrollet ar ganaouenn gant Joan Baez, The Pogues, Luke Kelly, The Clancys, Tommy Makem, The Fureys.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skrid ar ganaouenn:
- Pajenn Eric Bogle ma c'haller gwelout skrid e ganaouennoù
- Skrid ar ganaouenn And the Band Played Waltzing Matilda el lec'hienn pogues.com
- Pennad-kaoz e 2002 gant Eric Bogle diwar-benn ar ganaouenn e-barzh ar Sydney Morning Herald
- Band Played Waltzing Matilda slideshow video at YouTube.com
- Kanet gant ar ganerien-mañ:
- 'And the Band Played Waltzing Matilda' – kanet gant Eric Bogle ha sonet gant ar Franklyn B Paverty Bush Band (lec'hienn)
- Kanet gant Marjorie Roswell
- Joan Baez