[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ambroaz Milano

Eus Wikipedia
Ambroaz Milano, Tad an Iliz. Marelladur en Iliz-veur Milano, en Italia.
Anthonis van Dyck, Ambroaz Milano hag an impalaer Teodoz, XVIIvet kantved

Aurelius Ambrosius pe Ambroaz Milano (340-397), a oa eskob Mediolanum (Milano hiziv) adal 374 betek 397, bloavezh e varv, hag unan eus Tadoù an Iliz latin, pe Doktored an Iliz. Brudet eo evel skrivagner, barzh, lenner oberennoù Cicero ha re an Tadoù gresian, a adkemeras o doareoù da jubenniñ an alegoriennoù.

Ganet e vije Ambrosius e Trier e 340 (etre 333 ha 341. cf M. Testard, p. 9). Mab e oa da Ambrosius, prefed pretordi Galia (337 ? 340 ?) , prefed Roma, eus ar gens Aurelia. Uhelgargiad e teuas da vout ivez e melestradurezh an impalaeriezh roman gant mab henañ Constantin.

War dro 365, e oa prefed Italia Illiria, e Sirmium, gant e vreur.

Prefed ar pretordi e 368.

Consularis, gouarnour Liguria hag Emilia, war dro 370

Anvet e voe da eskob Milano, sur-awalc'h e miz Here 373, gant ar bobl daoust m'edo c'hoazh e-touez ar gatekizidi. E helavarded a lakaas neuze e servij an Aviel. Prederiet e oa gant aozidigezh al liderezh kristen, ar werc'hted kensakret, ar reizhded war an dachenn sokial, ha gant frankiz an Iliz e-tal galloud an impalaer.

Stourm a reas ouzh an arianegezh. Kenderv e oa d'ar senedour Quintus Aurelius Symmaque, prefed Roma. Enep dezhañ e skrivas Ambroaz da zifenn ar gristeniezh pa fellas d'ar prefed adsevel an Aoter da Victoria.

Lidet e vez evel sant d'ar 7 a viz Kerzu.

  • De uirginibus (3 levr), e koun e c'hoar Marcellina, gwerc'hez, aet da Anaon e 378.
  • De officiis, en enor ar varzhed, hag en o-zoue Virgilius ha Cicero

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Paulin de Milan : Vie d'Ambroise.
  • Maurice Testard : Saint Ambroise. Les Devoirs. Introduction. Livre I. Belles Lettres. Paris. 1984
  • H. Savon, Ambroise de Milan (340-397), Desclée, Paris, 1997.