[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Amalarig

Eus Wikipedia
Amalarig

Amalarig (502-531), (goteg 𐌰𐌼𐌰𐌻𐌰𐍂𐌴𐌹𐌺𐍃) a voe roue ar Vizigoted adalek 511 betek e vuntr e 531. Ar roue diwezhañ eus tiegezh ar Valted e oa. Mab e oa da Alarig II ha Teodegonda Amalasunta des Amales, priñsez ostrogot, merc'h da Teodorig Veur.

Perzh a gemeras en emgann Vouillé, war un dro gant e vreur henañ Gesalec, hag eno e voe lazhet o zad. E vreur a voe anvet da roue, e Narbona, hag eñ a voe savet gant e dad-kozh Teodorig Veur. Evel-se e oa gwarezet diouzh gwalldaolioù e vreur henañ Gesalec.

Dont a reas da vout roue Hispania ha Septimania en 522, tra ma'z eas Akitania gant ar Franked. E dad-kozh a renas neuze en anv e vab-bihan, betek 526, hag ar gouarnour ostrogot Theudis a voe lakaet d'e harpañ. Pa varvas Amalarig en 531 e kemeras Theudis ar gurunenn.