Claudia Acte
Claudia Acte, pe Acte, a oa ur sklavez e Henroma, deuet eus Asia Minor, ma vije bet prenet gant Claudia Octavia, merc'h an impalaer Glaoda, hervez an istorour Dion Cassius[1].
He darempred gant Neron
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Glaoda, a oa eontr da Agrippina ar Yaouankañ, mamm Neron, a zimezas d'e nizez intañvezet er bloaz 49. Setu eñ deuet da vout leztad Neron, tra ma teue e verc'h Claudia Octavia, bet digant e bried kentañ Messalina, da vout lezc'hoar da Neron. Dimezet e voe Neron hag Octavia en 53. Bloaz goude, en 54, e voe kavet marv an impalaer Glaoda, kontammet a greder gant e bried Agrippina, mall warni gwelout he mab o wiskañ kurunenn he fried .
E 55, diwar ali e guzulierien Seneca ar Yaouankañ ha Sextus Afranius Burrus, hag en desped d'e vamm, e tilezas Neron e wreg da vont gant ar sklavez Claudia Acte. Nec'het e oa Seneca o welout ne gave ket Neron, 17 vloaz neuze, e blijadur gant Octavia fur, ha kavout a rae dezhañ e c'hallje ober droug dezhi. Acte a oa desket-bras war plijadurioù ar baotred, ha ne oa nemet ur sklavez, hag ouzhpenn e tisplije kenañ da Agrippina, un doare mat da bellaat ar mab diouzh e vamm, he devoa ur gwall levezon politikel, a gavent, hag ivez doareoù dañjerus pa soñjent e marv Glaoda. Da gentañ e chomas kuzh an darempred etre Neron hag Acte, evit chom hep noazout ouzh e eured politikel da Octavia. Gant Marcus Salvius Otho, Claudius Seneca hag Annaeus Serenus e veze sikouret Neron hag Acte d'en em gavout e kuzh. Serenus zoken, mignon da Seneca, a embanne e oa serc'h dezhañ ar sklavez Acte, evit ma ne vije ket diskred warni[2].
Tri bloaz e padas o darempred evel-se, ken e fellas da Neron dimeziñ da Acte. Hag eñ da aozañ ur goñchenn : e-touez hendadoù Acte e vije bet Attale Iañ, roue Pergamon. Hag eñ da c'hoprañ uhelidi bet konsuled da douiñ e oa Acte a orin roueel, ma kounnaras Agrippina, kement a lorc'h enni gant he hendadoù roman uhel[3].
He levezon politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel serc'h an impalaer e c'halle kaout levezon vras war an impalaeriezh, goude ma n'ouzer ket ha pouez he doe. Mont a ra Tacitus betek skrivañ[4] e oa darempredoù erotek etre Agrippina hag he mab hag ec'h alie Acte Neron, war guzul Seneca, da stourm ouzh an darempred-se, gant aon da vezañ kontammet gant ar vamm. En un doare fin e roas da gompren da Neron e c'hallje an arme enebiñ taer ma vije anavezet ar gwadorged etre mab ha mamm[4].
A-benn ar fin e voe bihanaet levezon Agrippina war he mab, ha da-heul war politikerezh an impalaeriezh, gant Acte. Tro wenn a reas ar vamm o klask o disrannañ : ne reas nemet stagañ Neron ouzh ar sklavez. Ha lakaat e penn Neron e oa ret kaout an dizober eus e vamm evit kemer ar stur da vat.
Pinvidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dilezet e voe Acte en 58, pa orgedas Neron ouzh Poppaea Sabina, met sklaved e-leizh ha douaroù bras a voe profet dezhi e Velletri, e Puzzoli hag en Sardigna .
Goude marv Neron, gant e ziv vagerez, e reas obidoù roman dezhañ : ur pezhig er genoù, war pep a lagad, ha devet e voe ar c'horf war ur bern keuneud. Goude e lakaas ar relegoù en ur bez d'an Domitii, tiegezh gwir dad Neron, war ar menez Pincio. Hervez Suetonius e paeas kement ha 200000 sesters evit e oidoù[5]. Meur a enskrivadur zo bet kavet ivez diwar-benn he sklaved ha mevelien ha mitizhien disklavet.
Ne greder ket e vije bet kristenez, goude ma c'halle darn eus he skaved bezañ bet.
Kavet eo bet bezskrid e Velitrae.
Livouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Claudia Acte a weler en oberenn al livour rus Vassili Smirnov, anvet Marv Neron, e 1888, pan edo an arzour o chom e kêr Roma.
-
Смерть Нерона (Marv Neron), Vasili Smirnov, 1888, Mirdi Broadel Sant-Peterbourg
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Acté, romant gant Alexandre Dumas, 1838 (Belgia), 1839 (Bro-C'hall).
- Quo vadis ?, romant gant Henryk Sienkiewicz, 1896.