[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Carn Uí Néid

Eus Wikipedia
Carn Uí Néid : ur beg-douar e mervent Iwerzhon

Carn Uí Néid (Mizen Head e saozneg)[1] zo ur beg-douar e mervent Iwerzhon, e penn pellañ taread Cairbrigh, e kontelezh Corcaigh.

Unan eus begoù-douar brudetañ Iwerzhon eo Carn Uí Néid ha dont a ra di touristed a-leizh da sellet ouzh ar mor hag ouzh an tornaodoù. E penn pellañ ar beg-douar, war kerreg liammet ouzh an douar-bras gant ur pont, ez eus un tour-tan, ur savlec’h amzer hag un arouezva kozh hag a zo aet bremañ d’ober ur mirdi gouestlet d’ar merdeadennoù a-dreuz ar Mor Atlantel ha d’ar c’hehentiñ gwechall.

Kontañ a reer ez eo Carn Uí Néid ar beg-douar suañ eus Iwerzhon, met Ceann Bró, nepell, an hini eo, e gwirionez. Daoust da se e reer anv alies, e levrioù Iwerzhon, eus ment ar vro, muzuliet "from Fair Head to Mizen Head" (eus An Bhinn Mhór da g-Carn Uí Néid)[2] pe "from Malin Head to Mizen Head" (eus Cionn Mhálanna da g-Carn Uí Néid)[3].

  1. Bunachar Logainmneacha na hÉireann / Placenames Database of Ireland
  2. Robert Johnson, The Competitive geography (1877), p. 170
  3. William Hughes ha John Williams, "A Class-book of Modern Geography" (1885), p. 78

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]