[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Carmen

Eus Wikipedia

Carmen zo un anv-badez spagnolek roet d'ar merc'hed.


Gwerc'hez ar C'harmen en iliz Beniaján, e Rannbarzh Murcia, e Spagn.

Carmen zo un anv-badez, evel un toullad re all e spagnoleg pe katalaneg (Amparo, Asunción, Ángeles, Araceli, Candelaria, Concepción, Consuelo, Dolores, Guadalupe, Lurdes, Mar, Mercedes, Milagros, Montserrat, Nuria, Paz, Pilar, Rocío, ...), a zo deuet eus unan eus anvioù lec'hel ar Werc'hez.

Dont a ra an anv Carmen eus hini Menez Karmel, e Palestina, menez santel gouestlet d'ar Werc'hez Vari gant ar gatoliked. E Spagn eo brudet Nuestra Señora del Carmen (Itron Varia Menez Karmel) enoret e meur a lec'h, e Sevilla da skouer.

Doareoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Er yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Carmen Consoli
Carmen Electra


El lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Anv un danevell c'hallek eo, gant Prosper Mérimée, embannet e meur a damm en 1845 e-barzh "La Revue des Deux Mondes", hag en ul levr en 1847.
  • Ur c'hoarigan a voe savet gant Georges Bizet, e 1875, diwar Prosper Mérimée
  • Ur varzhoneg a zo anvet Carmen, gant Théophile Gautier en e zastumad Emaux et Camées

Korollarvestoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]