[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Silabenneg

Eus Wikipedia
Stumm eus an 18 Du 2019 da 05:31 gant 2.14.51.179 (kaozeal)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Ur silabenneg (pe silabennaoueg) a zo un doare-skrivañ ennañ ul lizherenn oc'h ober dave d'ur silabenn, da lâret eo ur gensonenn hag ur vogalenn.

En ur silabenneg rik n'eo ket heñvel stumm al lizherennoù implijet evit skrivañ silabennoù heñvel unan eus o fonem, da skouer e rankfe bezañ disheñvel-poch al lizherenn evit skrivañ ar silabenn "ta" diouzh an hini evit "ti", "to", hag all.

Gwelet e vez mat n'eo ket heñvelstumm al lizherennoù en ur wir silabenneg pa'z eo heñvelson unan eus o fonem (amañ hini an tsalagi).

Damheñvel ouzh ar silabennegoù eo an abugidaoù, met en eil re ez eo heñvel stumm al lizherenn gensonennel diazez a ra dave d'ur silabenn pa vez cheñchet ar vogalenn enni.

Ouzhpenn ar c'harakterioù o tont eus ar sineg (kanji 漢字) implijet dre vras evit skrivañ ar gwiriennoù pe ar gerioù diazez e vez implijet div silabenneg rik ivez gant ar japaneg: an hiragana (平仮名), implijet dreist-holl evit skrivañ ar rannigoù yezhadurel hag ar c'hatakana (片仮名) implijet evit treuzskrivañ gerioù o tont eus yezhoù estren estreget ar sineg. Klotaat-brav a ra an doare-skrivañ-mañ gant ar japaneg a-drugarez da struktur e fonologiezh diazezet war silabennoù savet kazi atav war ur gensonenn + ur vogalenn.

Ral a-walc'h eo ar yezhoù ec'h implijer silabennegoù rik evit o skrivañ, en o zouez:

Gwelet ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Syllabaries - Omniglot's rollad silabennegoù hag abugidaoù, enne skouerioù reizhiadoù skrivañ liesseurt