Rijeka
Rijeka (distaget [ˈrijɛːka] e kroateg, Rika pe Reka er yezh komzet ; Fiume en italianeg, Reka e sloveneg, Sankt Veit am Flaum en alamaneg) eo porzh brasañ Kroatia war aod Mor Adria. E-pad pell eo bet anavezet gant an anv italianek Fiume a dalvez, evel an anv kroatek Rijeka, kement ha stêr, froud. An trede kêr vrasañ eus Kroatia eo, gant 144 043 a annezidi (2001) (240 000 en tolpad-kêrioù).
Kêr-benn kontelezh Primorje-Gorski Kotar eo Rijeka. E goueled Pleg-mor Kvarner emañ. Diazezet eo armerzh Rijeka war he forzh dreist-holl, ha war an touristerezh hag ar sevel-listri.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En XVIIIvet hag en XIXvet kantved e oa Rijeka en Impalaeriezh Aostria (hag Aostria-Hungaria goude). Ur porzh bras e oa evit Aostria da neuze. Goude ar Brezel-bed Kentañ, pa oa goulennet gant Rouantelezh ar Serbed, Kroated ha Slovened hag Italia war un dro, e oa bet roet da Rijeka statud ur stadig dizalc’h, anvet Stad Dieub Fiume, a badas eus 1920 da 1924.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Rijeka gant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bitola (Makedonia an Norzh)
- Faenza (Italia)
- Este (Italia)
- Genova (Italia)
- Kolun (Alamagn)
- Neuss (Alamagn)
- Ljubljana (Slovenia)
- Kawasaki (Japan)
- Yalta (Ukraina)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec’hienn ofisiel kêr Rijeka (e kroateg, italianeg ha saozneg)