Impalaerez Brazil
E-keit ma padas Impalaeriezh Brazil (1822-1889), e voe peder impalaerez Brazil.
- Ar gentañ, Maria Leopoldine Aostria, eo an hini nemeti a gemeras perzh e politikerezh he bro nevez, ha rejantez e veze zoken pa veze he fried Pedro Iañ Brazil, o redek ar bed, ha keloù a gase d'he zad, Franz Iañ Aostria, eus darvoudoù Brazil.
- War-lerc'h Leopoldina, e renas Amélie von Leuchtenberg, met ne voe ket pell e karg. Gant he fried Pedro Iañ e tistroas da bortugal, goude dezho dilezel ar gurunenn, da vont da stourm evit gwirioù e verc'h Maria II Portugal.
- An trede impalaerez e oa Teresa de Bourbon-Div Sikilia, a voe didrousoc'h e bed ar politikerezh, bepred e veze gant he fried, Pedro II, ha ne gomzas ket nemeur en hec'h harlu. O merc'h, Isabel do Brasil, ne savas morse war dron Brazil, abalamour ma voe embannet Republik Brazil e 1889, goude ma oa bet rejantez an Impalaeriezh dre deir gwech, ha dreist-holl pa voe lakaet fin da sklaverezh e Brazil.
Impalaerezed Brazil – Tiegezh Bragança
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Impalaerez titlet Brazil
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre Feur-emglev Rio de Janeiro (1825), entre Portugal ha Brazil e 1825, a lakeas fin da Brezel Dizalc'hted Brazil, e voe anavezet emrenerezh ar vro, met miret e oa an titl imperador titular do Brasil evit João VI , a oa Roue Portugal. E bried eta, Carlota Joaquina de Borbón, a oa neuze imperatriz titular do Brasil. Pa varvas he fried, seizh miz goude, e kollas Carlota he zitloù, hini kurunenn Portugal evel hini Brazil, evit bout rouanez-vamm hag impalaerez-vamm.
Evezhiadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma he devije asantet merc'h henañ Pedro II, Isabel do Brasil, kemer ar gurunenn, ha hi priñsez impalaerel Brazil en amzer ma voe embannet ar Republik, e vije deuet da vout impalaerez Brazil, rak an titl a zo bet roet da genseurtez an impalaer ha da penn ar stad en impalaeriezh.