[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Bingu wa Mutharika

Eus Wikipedia
Stumm eus an 5 Eos 2012 da 13:50 gant Robbot (kaozeal | degasadennoù) (r2.7.2) (Robot kemmet: ny:Bingu wa Mutharika)
Lula Mutharika

Bingu wa Mutharika (ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1934 en anv Brightson Webster Ryson Thom, ha marvet d'ar 5 a viz Ebrel 2012) zo ur politikour eus Malawi ha prezidant ar vro etre 2004 ha 2012. Addilennet eo bet e 2009, ha marvet, pa oa en e garg, e 2012.

E miz Gouere 2011[1] e voe manifestadegoù e Lilongwe ha Blantyre a-enep gouarnerezh fall ar vro. Emgannoù ouzh ar polis a voe kaoz eus marv 18 den. Disklêriañ a reas Mutharika ne guitafe ket e garg. Hervez e eneberien ec'h ae Mutharika da diktatour.

Goude e varv e tremen ar garg a brezidant d'ar vesprezidantez Joyce Banda.

Notenn

  1. Malawi : gouvernement et opposition en chiens de faïence après des émeutes meurtrières e Jeune Afrique d'an 22/07/2011