Mikael
Mikael zo un anv-badez brezhonek, svedek, finnek hag armeniek a zeu eus an hebraeg : מיכאל. Talvezout a ra : "Piv a zo evel Doue?" (MI KA EL = MI : Piv? - KA : Evel - EL, berradur Elohim : Doue). E-touez meur a Vikael er Bibl e kaver an arc'hael Mikael. Rak-se eo deuet mat an anv gant tud eus kalz broioù gant un hengoun kristen. Deuet eo da vezañ un anv-familh ivez, ha stummoù zo forzh pegement, da skouer Michaels, Carmichael, Mitchell, Michalski, etc. Mikael eo ar stumm a gaver evel anv-familh e Breizh (alies er stumm gallekaet Michel) hag en Etiopia.
Er yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet vez an anv en holl yezhoù Europa ha dre ar bed :
- Yezhoù keltiek
- Mícheál en iwerzhoneg
- Mihangel e kembraeg
- Yezhoù ouralek
- Mika e finneg
- Yezhoù finnek-ougrek
- Mihály e hungareg (Misi e anv-bihanaat)
- Gresianeg :
- Μιχάλης (distaget Michalis)
Stummoù brezhonek all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Evit ar merc'hed : Mikaela.
- Evel eil anv-badez : Yann-Vikael, brezhonekadur an anv gallek Jean-Michel, a zeu da vezañ Yann-Kael a-wechoù, hag ivez Kaelig, ha Kelig;
- Mickaël hag a-wechoù Mikaël eo ar stumm brezhonek gallekaet.
Sent kristen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An arc'hael Mikael. Lidet e vez Mikael d'an 29 a viz Gwengolo, un deiziad pouezhus e Breizh hag en Europa ar C'hornôg.
Rieien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a rieg a oa anvet Mikael er broioù-mañ :
Lec'hioù anvet Mikael
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bae Menez-Mikael-ar-Mor, Bro-Zol
- Sant-Mikael-Keveger, Bro-Raez
- Sant-Mikael-Plelann, Bro Sant-Maloù
- Lokmikael-an-Traezh, Bro-Dreger
- Lokmikaelig, Bro-Gwened
- ur menez : Menez-Mikael-an-Are e-kichen Brasparzh
- Zouk Mikael ur gêr e Liban
Evit ar broioù all, gwelit Michael, Michel hag all.
Tud dibar anvet Mikael
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mikael an Noblez (1577-1652), misioner
- Mikael Madeg, skrivagner
- Mickaël Landreau, diwaller-pal
- Mikael Treger, produour, sevener filmoù ha skrivagner
- Mikael Sohier, talabarder ar strollad Diaouled ar Menez
- Mickaël Buzaré, melldroader
- Mikael Bodlore-Penlaez, kartennour hag emsaver
- Mikael A Rusunan, skrivagner
- Mikaël Silvestre (g. e 1977), melldroader
- Mickaël Chamberlain eus ar strollad Dolly, marvet e Pornizh e 2005,
- Mickaël Pagis (g. e 1973), melldroader.
- Mikael Agricola (c. 1510-1557), ar skrivagner kentañ e finneg
- Mikael Forssell, c'hoarier mell-droad
- Mikael Bauer ch'oarier tennis
- Mikael Pernfors ha Mikael Tillstrom, c'hoarierien tennis
- Mikael Tellqvist, Mikael Renberg ha Mikael Samulesson, c'hoarierien hoke war skorn
- Mikael Nilsson, c'hoarier mell-droad
- Mikael Löfgren, biathletour
- Mikael Håfström, filmaozer
- Mikael Martinsson, lammer-ski
- Mikael Odenberg, politikour
- Mikael Appelgren, c'hoarier tennis-taol
- Mikael Åkerfeldt, kaner ar strollad death metal Opeth
Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- miz Gouel-Mikael : e bro-Wened, miz Here
- ul laz-kanañ eus Plougerne, eus ar c'hevredad Kanomp Breizh a zo anvet Kenvroiz Dom Mikael diwar anv Mikael an Noblez
- e-touez 33 delwenn Chapel Kervaria An Iskuit e kaver delwenn Sant Mikael o trec'hiñ war an aerouant (e maen greun).
Lavaroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ma vez gwelet un aval 'benn gouel Yann, 'Benn gouel-Mikael weler kant
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- [1] "Mikael" er Wikeriadur brezhonek, pennad goullo-sac'h
- Michel
- Michael
- Michele
- arc'hael Mikael
- Gouel Mikael
- Menez Mikael
- Sant-Mikael