sac'h
Neuz
Brezhoneg
- Da dostaat ouzh ar gerioù kerneveurek ha kembraek sagh, sach, hag heniwerzhonek sacc. Amprestet digant al latin saccus.[1]
Anv-kadarn
sac'h /ˈsɑːx/ gourel (liester : sec'hier, seier)
- Endalc'her graet gant danvez gwevn (lêr, lien, danvez, plastik), digor en nec'h hepken, hag a dalvez da lakaat a bep seurt traoù.
- Emañ aze ganin 'barzh ma sac'h. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 202.)
- Jakez a sammas neuze ar sac'h war e choug. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 202.)
- Ma sac'h !
- Tennañ a ran ur c'hleenex eus ma sac'h bihan du, ha frotañ a ran an uloc'h a zo war ar blakenn-se, abalamour d'an aotrou Dilaser. — (Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, Al Liamm, 1986, p. 8.)
- Hini anezho ne deas war-dro, den ne lakeas e zorn er sac'h, rak den n'en doa c'hoant da vont da soudard. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 193.)
- Kerkent ha ma veze tennet e-maez ar sac'h 18, 38, pe 58, beogal a-gevret a rae raktal an holl vagad : « Torch da doull, mab, ha kae kuit ! » — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 29.)
- Seier a bep seurt
- sac'h-aod : sac'h ar vartoloded da zegas o boued pa'z aent da besketa
- sac'h-farz : d'ober ar farz pa veze kig ha farz
- sac'h kafe : sac'h lien d'ober kafe, lakaet ennañ kafe ha chikore gwechall
- sac'h-nouenn
- er mallozhioù ha sakreoù :
- Hast affo, ha ro d'in eur voutailhad gwin koz ; goude e kemeri ar c'had-man evid he lakaat ouz ar berr ; buan avad, sac'h panez, rak mervel a ran gand an naoun hag ar zec'hed. — (Klaoda ar Prad, Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Sant-Brieg, 1907, p. 91.)
- mont er sac'h
- ma sac'h
Gerioù kevrennek
Kunujennoù
Deveradoù
Troidigezhioù
Troioù-lavar
Troiennoù keñveriañ
- Bezañ teñval evel ur sac'h
- ... ; pelloc'h ne weled ken netra : an noz a oa du ha tenval evel eur zac'h.
- Ken fall eo an hini a zalc'h ar sac'h
Evel an hini a lak e-barzh. - Pep manac'h
A bed evit e sac'h — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 399.) - Ur sac'h goullo
Ne chom ket en e sav
Roll an daveoù :