prenestrig
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn prenestr hag an dibenn-ger bihanaat -ig
Furm anv-kadarn
prenestrig /prẽˈnɛstrik/ benel (liester : prenestrigoù, prenestroùigoù)
- Furm vihanaat an anv-kadarn prenestr
- Lambrusk gwerniset ouzh ar mogerioù, pevar frenestrig, kleuzeurioù a-ispilh a-us da bep taolig izel, azezennoù blot oc'h ober tro un oaled vein ma veze c'hwezhet tan ingal er goañv. — (Mich Beyer, Seizh Devezh Warn-ugent, An Alarc'h Embannadurioù, 2006, p. 9.)
- [...], nemet ur prenestrig a servijfe d'ar porzhier evit astenn d'ar prizonerezed, dre ur baner staget ouzh ur gordenn, ar magadur o defe ezhomm. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 20.)
Troidigezhioù
- galleg : petite fenêtre (fr)