petra
Neuz
Brezhoneg
- Diwar an anv-gwan goulennata « pezh » ha « tra ».
Raganv-goulenn
petra /pe.ˈtrɑː/ pe /ˈpe.tra/
- ger-goulennata diwar-benn an traoù :
- Gwelomp petra eo deuet da vezañ ar paour-kaezh Arzhur. — (KAB, p. 23.)
- Petra ‘oa deuet da vezañ. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 97.)
- Petra am bije-me graet ma vije erruet netra nemet pep mad ganit-te ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 330.)
- Petra ? N'eo ket ingal se dezhañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 221.)
- Petra eo pedi? — (w:Katekiz ar vugale vihan, p. 30.)
- ger-goulennata diwar-benn an dud :
- Petra eo hon-nez, ar Fainchoun-se? — (Marvaillou evid an dud divar ar meaz, troet gant Gabriel-Marie Caroff, 1847, p. 282.)
- Petra eo ar Michel-se ? — (Goulven Morvan, Eur Marc'had great e foar ar Merzer etre eun Normand hag eur Breton, Feiz ha Breiz niv. 27, 1865, p. 207a.)
- anv-gwan goulennata (rannyezhel):
- Petra den eo hennezh eta? ' — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 116.)
Deveradoù
- petra a c'hoarvez?
- petra a faot dit ? * petra a faot deoc'h ?
- petra a fell dit ? * petra a fell deoc'h ?
- petra a glevan?
- petra am eus klevet ?
- Petra a ra al louarn pa e-nevez kac'het war Menez-Arre ? − Serriñ e revr ha mond adarre. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 334.)
Estlammadell
- Ger estlammañ da verkañ ur souezh.
- Petra ! eme ar paotr, te oar komz ivez 'ta ? — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 39.)
- Petra ! eme ar roue, te eo Yann va faotr marchosi ! — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 42.)