peder
Neuz
Brezhoneg
- (Anv-gwan pegementiñ hag anv-kadarn 1) Kavet en henvrezhoneg (peder). Meneget er C'hatolikon (peder). Da geñveriañ gant ar gerioù pedair en kembraeg, peder en kerneveureg, cetheoir en iwerzhoneg.
- (Anv-kadarn 2) Savet diwar « ped- », pennrann ar verb « pediñ », hag al lostger « -er ».
- (Furm verb) Savet diwar « ped- », pennrann ar verb « pediñ », hag an dibenn-ger « -er ».
Anv-gwan pegementiñ
peder /ˈpeːdɛr/
- an niver etre Teir ha pemp (dirak an anvioù-kadarn benel unan).
- Eno a zo (ez eus) peder gostezenn kig-sall a-istribilh ouzh an terrest. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 272.)
- peder chadenn
- Ma voe staget neuze gant ar peder chadenn ouzh diadre lestr Yann, a dennas anezhañ d' e heul, ken brav ha tra. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 57.)
- Ur mell chaodouron aour a‑istribilh en aer war-bouez peder chadenn, aour, hir-hir, ken ne weled fin ebet dezho. — (Kaourintin Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale', Al Liamm niv. 39, 1953.)
- peder eur
- "[...], "a-raok div eur e vo noz, hag a-benn peder eur amañ, c'hwi 'vo marv. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 37.)
- peder forn
- Er vatimant-se e oa c'hwec'h kaoter a deir pe a beder forn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 233.)
- peder frouezhenn
- Gwelet a rez ar podig-mañ ? Bez' ez eus ennañ peder frouezhenn. — (Klaoda ar Prad, An teir c'had ; Ar mevel laer, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908, p. 23.)
- peder gwech
-
- Teir pe beder gwech eo bet ar jandarmed war e dro. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 239.)
- peder lev
- Paka eur pesk brao a eure, ha neuze ez eas da gas anezan da eur roue a oa eun teir pe beder leo ac'hano. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 41.)
- peder merc'h
- Peder merc'h o deus. — (Mammenn ?.)
- Mamm a oa o paouez lazhañ ar goulou pa deuas adarre betek dimp plik-plok peder roeñv o skeiñ an dour div-ha-div. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 39.)
- evel raganv
- ar peder-mañ, ar peder-se
Notenn
- Implijet e vez dirak anvioù-kadarn benel en o furm unan.
- Degas a ra ur c'hemmadur dre c'hwezhiñ, ha dre vlotaat e rannyezhoù 'zo.
Gerioù heñvelster
- pevar (gourel)
Deveradoù
Divinadell
- Peder dimezell wenn, ha pa rafe glav kement ha mein, ne rafe takenn war o c'hein? -Bronnoù ar vuoc'h. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 334.)
Anv-kadarn 1
peder /ˈpeːdɛr/ benel
Troidigezhioù
Anv-kadarn 2
Unander | Liester | |
---|---|---|
Gourel | peder /ˈpeːdɛr/ |
pederien /peˈdɛrjɛn/ |
Benel | pederez /peˈdeːres/ |
pederezed /pedeˈreːzet/ |
peder /ˈpeːdɛr/ gourel, liester pederien, pederion
- Den a lavar pedennoù.
- Amañ e peder ar bederien da antreal en ti ha da sevel ouzh taol. — (Rimou ha goulennou evit an eureujou, e Montroulez, e ty Lédan, Impr., e traòn ru ar Pave, p. 5.) (Levraoueg Skol-Veur Roazhon 2)
- Den a c'houlenn digant tud all dont betek e di .
Gerioù heñvelster
(1)
(2)
Troidigezhioù
(1)
(2)
Furm verb
peder /ˈpeːdɛr/