klujar
Neuz
Brezhoneg
- Krennvrezhoneg clugar e Catholicon J. Lagadeuc (1499) , diwar klud + yar ; diwar clugar e teu ar c'herneveureg clügyar hag ar c'hembraeg clugiar.
Anv-kadarn
klujar /ˈklyː.ʒar/ benel (liester : klujiri)
- (Loenoniezh) Evn louet ha rous e bluñv, eus ar c'herentiad Phasianidae.
- O vont e tapas ur glujar, hag he degasas gantañ. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 31.)
- Plac'h yaouank.
- Keit ha ma reden ar glujar evel-se. — (Frañsez Jaffrennou, Ur wech e oa... Envorennou yaouankiz, 1944.)
- Laouenn.
- « O va Salver benniget Jezus !... » a estlamme Chann Grall. « Ur glujar !... » [...] Kejet e oa he sell gant ur pezh laouenn o pourmen he c'halite war ur vlevenn eus penn he mab. — (Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern, levrenn 1, 1972.)
Notenn
E gwerzioù kozh zo e vez anv eus klujiri penn-gwenn, da ober meneg eus plac'hed yaouank en o c'hoef hag a veze alies o vaesa saout pe deñved hag a veze preizhoù ar varc'hegerien o vale.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- An holl loened a c'haller da zoñvaat
Nemet ar glujar hag ar c'had.