[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

karv

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : Karv

Brezhoneg

Ur c'harv

Etimologiezh

(1499) Meneget er C'hatolikon (caru)[1].
Da geñveriañ gant ar gerioù carw e kembraeg, karow e kerneveureg, caruos e galianeg ; deuet eus ur ger keltiek *karwos, ger-ha-ger « ar c'horneg », deveret eus ar wrizienn indezeuropek *ḱer- « korn », a gaver er gerioù cervus « karv » e latin, kárvė « buoc'h » e lituaneg ha hert « karv » e nederlandeg.[2] Kar d'ar gerioù korn ha karn.[3]
Anavezet en anvioù-lec'h (Gwaremm ar C'harv) hag evel anv-tiegezh : Le Carff, Caro, Caroff.

Anv-kadarn

Unander Liester
Gourel karv
/ˈkɑː.ro/
/ˈkarw/
kirvi
/ˈkir.vi/
Benel karvez
/ˈkar.ves/
karvezed
/kar.ˈveː.zet/

karv /ˈkɑː.ro/ pe /ˈkarw/ gourel (liester kirvi, karved, kerved)

  1. (Loenoniezh) : Bronneg daskirier gouez (Cervus elaphus), brankoù e penn ar pared. Bevañ a ra a-strolladoù er c'hoadoù.

Doareoù-skrivañ all

En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet karw.

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Gerioù kar dre o ster

Troidigezhioù

Gwelet ivez

  • Ar pennad « karv » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia

Daveoù

Roll an daveoù :