kamm
Neuz
Gwelet ivez : Kamm, kamm- |
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg (camm).
- Meneget er C'hatolikon (cam).
- Da geñveriañ gant ar gerioù cam en kembraeg, kerneveureg, iwerzhoneg ha cambo en galianeg.
- Anavezet evel anv-tiegezh : (Le) Cam.
Anv-gwan
kamm /ˈkãmː/
- N'eo ket eeun.
- Ha ne gerzh ket plaen.
- Ur mab dezhañ a zo dall hag egile zo kamm. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 84.)
- Kamm eo da vat, div vazh a vez gantañ o vale. — (TBP.)
- War-lerc'h an hini , pe unan:
- An hini gamm na dec'h ket diwar ma hent. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 132.)
- Unan 'kamm' a zo bet aze. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 130.)
- He mamm a oa unan gamm. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 131.)
- an neudenn gamm: arouez ar vuhez fall, dizonest.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- bezañ kamm e vizied
- bezañ kamm e vlevenn
- bezañ moged kamm o sevel a-zioc'h siminal unan bennak
- bezañ un dra bennak kamm en e gordenn
- ober beg kamm
- ober e vuzell gamm
- mont kamm e c'henoù
- tri mil barrad luc'hed kamm
Krennlavar
- E bro an dud kamm e kred pep den kerzhout eeun.
Troidigezhioù
Anv-kadarn
kamm /ˈkãmː/ gourel (liester kammed, kammeien, kammeion)
- Den kamm.
- Ar hamm a oa o vont a-roeñv gand e flahiou. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 446.)