ivez
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .
Adverb
ivez /ˈiːve(s)/
- adverb a dalvez da c'heriañ al ledanaat, an ouzhpennañ.
- Setu marv ivez ma eil breur. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 213.)
- Ar re all, pa glevjont, a redas ivezd'ar gambr, ha ma voe eno neuze trouz ha garm spontus. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 14.)
- Diwiskañ hon dilhad a rankimp da ober ivez, neketa, Yann ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 60.)
- Hag evit gwir ivez avat ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 27.)
- Dinec’h e oa ivez 'ta diwar-benn enklask ha furch ar c’habiten, — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 200.)
- N'eo ket a-walc'h genel ar vugale, magañ anezho a vez d'ober ivez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 173.)
- Ar hi a yee ganeom ive hag e-neveze eul laeradenn bennag euz al leh ma tremenem. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 299.)
- - Ha c'hwi a vezo ivez o tornañ ? a c'houlennas Yun. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)
- Ha soñjezonou Fant a blije ivez da Laou. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 55.)
- en ur frazenn er stumm-nac'h:
- Pa n'ankounac'haez ket ac'hanon, me n'az ankounac'hain ket ivez. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 43.)
Troidigezhioù
- alamaneg : auch (de)
- galleg : aussi (fr)
- gresianeg : επίσης (el) (epísis)
- italianeg : anche (it)
- iwerzhoneg : freisin (ga)
- kembraeg : hefyd (cy)
- kerneveureg : ynwedh (kw) , keffrys (kw)
- nederlandeg : ook (nl)
- okitaneg : tanben (oc)
- poloneg : też (pl)
- portugaleg : também (pt)
- saozneg : too (en) , also (en)
- skoseg : cuideachd (gd) , mar an ceudna (gd)
- spagnoleg : también (es)
- vietnameg : cũng (vi)