[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

gevell

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Daou vreur gevell.
Kerez gevell.
(1499) Eus ar ger krennvrezhonek gueuell[1], kar d'ar ger kembraek gefell (« gevell »). Amprestet digant al latin : gemellus[2].

Anv-gwan

gevell /ˈɡeː.vɛl/

  1. A zo bet ganet eus ar memes gwilioud, pa gomzer eus daou vugel, pe eus meur a hini (Dre astenn-ster) .
    • Breudeur gevell int. C'hoarezed gevell int. — (Nouvelles conversations en breton et en français, Sant-Brieg, 1857, p. 46.)
    • An ankounac'h zo breur gevell d'ar marv. — (Kroaz Breiz, niv. 25, p. 13.)
    • Deuet eun tammig oad d'ezo, evit d'ezo beza breudeur gevell, ne oant ket breudeur heñvel. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 47.)
  2. A lavarer eus frouezh stag div ha div, dezho ul lost hepken.
    • Kerez gevell.
  3. (Stlenneg) Dezho ar memes endalc'h, pa gomzer eus restroù.

Deveradoù

Troidigezhioù

Ganet eus ar memes gwilioud

Frouezh stag div ha div

Anv-kadarn 1

Unander Liester
Gourel gevell
/ˈɡeː.vɛl/
gevelled
/ɡe.ˈvɛlː.et/
Benel gevellez
/ɡe.ˈvɛlː.es/
gevellezed
/ɡe.vɛ.ˈleː.zet/

gevell /ˈɡeː.vɛl/ gourel

  1. Bugel a zo bet ganet eus ar memes gwilioud hag unan all.
    • rak kement e taole dezhañ e vab « Salaun » m'o pije touet e oant daou c'hevell, div graoñenn gouezhet a-ziwar an hevelep skourr. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 13-14.)

Troidigezhioù

Anv-kadarn 2

gevell /ˈɡeː.vɛl/ gourel (liester gevelloù)

  1. Pep hini eus javedoù ur viñs-taol.
  2. Pep hini eus pezhioù gevell ur benveg bennak.

Troidigezhioù

Gwelet ivez

  • Ar pennad « gevell » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia

Daveoù

Roll an daveoù :