fur
Neuz
Gwelet ivez : Fur, für |
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon.
- Da geñveriañ gant ar gerioù ffur en kembraeg, fur en kerneveureg.
- Anavezet evel anv-tigezh : (Le) Fur.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | fur |
Derez-uheloc'h | furoc'h |
Derez-uhelañ | furañ |
Derez-estlammiñ | furat |
fur /ˈfyːr/ ; ken fur/ker fur.
- Poellek (diwar-benn an dud).
- Fur eo selaou, a-raok barn, an tamaller hag an hini tamallet, pe douget e vefe alies barnedigeziou faos. — (Jakez Riou, Troiou-Kamm Alanig al Louarn II, Gwalarn niv. 97, Kerzu 1936, p. 15.)
- An dud fur ne reont ket a draoù evel-se. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 168.)
- Ha fur oa dign ober ar memez hent gant-ho ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 33.)
- Pe fur pe sot oc’h? — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 120.)
- Reiñ, selaou, alioù, kentelioù fur .
- Kenteliou fur an daou zen santel-ze a yeas ken doun er c'halonou, ma treuzont ar c'hantvejou o tremen divlam eus eur remzi d'eben, evel eun tan sakr, atizet bep sul gand sarmoniou pastored ar barrez. — (Klaoda ar Prad, Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Sant-Brieg, 1907, p. 2.)
- Sioul:
- Gwall fur oc'h aze ho-tri ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 168.)
- Reizh, habask, sentus (diwar-benn ar vugale).
- Bezit fur! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 168.)
- Bezañ fur a-walc'h : kaout un tamm skiant.
- A chom pell diouzh ar baotred (diwar-benn ar merc'hed peurliesañ), pe a chom pell diouzh ar merc'hed (diwar-benn ar baotred peurvuiañ).
- — « Ur wreg fur am eus, » emezañ, « ha birviken ne droio da fall. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 14.)
Deveradoù
Troioù-lavar
- Fant ne oa ket eur vaouez eus ar re goanta, hogen
Eur wreg fur hag hi divalo
A zo dreist ar gaera wreg a zo. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 55.)
Troidigezhioù
Anv-kadarn
fur /ˈfyːr/ gourel (liester : furien, furion)