babig
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
babig /ˈbɑːbik/ gourel (liester : babiged, babigoù)
- Krouadurig ; bugel nevez-c'hanet
- Ur bugel a c'hano diwar an darempredoù euzhus-se : ur c'hrouadur a vo divarvel evel e dad, hag a guzho, dindan stumm dinoaz ur babig, spered ur gwall-ael. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 16.)
- « Brezhonegañ d'am babigoù ?
Ya da 'michañs ! Che ! N'on ket nay !
[...]. » — (Añjela Duval, Anjela Duval Eil embannadur reizhet, Mignoned Anjela 2005, p. 417.)
- (Dre astenn-ster) Plac'h, maouez yaouank ha koant peurvuiañ.