anez
Neuz
Brezhoneg
Adverb
anez /ãˈneːs/
- Panevet se, panevet da se.
- Anez em bije diskuilhet anezhañ diouzhtu d'an archerien. — (Klaoda ar Prad, Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Sant-Brieg, 1907, p. 97.)
- A-bouez bras eo reiñ da c'houzout pezh a c'hoarvez e-barzh ar vuhez pemdeziek. Anez, n'eus kevredigezh ebet. — (Jean Tricoire, Me a gomzo brezoneg, 1990, p 138.)
- — [...]. Tap unan anezhe, hag o-div mar gallez, rak anez ez omp kollet. [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 176.)
- Bez kalon bepred… ha na gomz ha na en em glemm… rak anez ez omp kollet hon-daou. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 203.)
- « — Eo, un Doue a zo », eme an aotrou kozh o skrignal e zent, « rak anez ne c’helljen ket kaout kement a zroug outañ. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 51.)
- Degasit din muiañ ma c’hellfot, rak anez e c’hallomp bezañ holl lazhet amañ. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 228.)
- — [...], rak anez e vezign skournet araok varc'hoaz vintin. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 31.)
- En taol kentañ eo e rank bezañ torret, pe anez an eil taol a yelo e-biou. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 23.)
- […] pe anez e vije bet bec’h war groc’hen unan bennak. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 27.)
- Rak anez e teuio a-benn da derriñ an nor. — (Ivon Krog, Klenved ar Medalennou, Ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1909, p. 42.)
- Anez e oan reut pell zo. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 441.)
- Anez, penaos e kav deoc'h em bije gellet herzel? Buhez Genovefa A Vraban, Glaoda'r Prad, p. 95
Troidigezhioù
Araogenn
anez /ãˈneːs/
- (Dirak un anv-verb) Hep.
- Anez ober, prezeg aner
- An den n’eo den anez kaout poan. — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 868.)
- (Dirak un anv-kadarn) Hep.
- Anez ar yec’hed n’eus netra. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 107.)
- Anez labour, prezeg aner. — (KR.)
- panevet
- ... beuzet e vijent bet anez tud ar vag a zastumas anezho ... — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 55.)
- Anez ma fistolenn e oan gantañ lazhet, LE 996
- Anez he bazh, pell a yoa e vije kouezhet d’an douar, EK 1/143
- Anez e skoazell pemdeziek n’hellfent ober netra, nemet droug. BUAZ 281
- Anez ar gwin hag ar merc’hed Ne ve ket kalz a drouz er bed, EZM 186
- Anez va gouiziegezh-me, Arzhur ne vije ket bet pare birviken, — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 21.)
- N’en divije ket muioc’h a c’halloud anez ul levrig bihan-bihan en doa. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 68.)