[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

azen

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Un azen o peuriñ.

Etimologiezh

(Anv-kadarn) Diwar ar ger latin asinus.
Meneget er C'hatolikon (asen).
Kar d'ar gerioù asyn e kembraeg, asen e kerneveureg.
(Furm verb) Savet diwar azen-, pennrann ar verb azenañ, hep dibenn-ger.

Anv-kadarn

Unander Liester
Gourel azen
/ˈɑːzɛn/
azened
/aˈzɛnːet/

pe ezen
/ˈeːzɛn/

Benel azenez
/aˈzɛnːes/
azenezed
/azɛˈneːzet/

azen /ˈɑːzɛn/ gourel (liester azened, ezen)

  1. Bronneg doñv (Equus asinus), damheñvel ouzh ur marc'h bihan.
  2. Den berr e spered.
    • Azen diot ma'z out, e-lec'h teir n'eus nemet div. — (Klaoda ar Prad, An teir c'had ; Ar mevel laer, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908, p. 14.)
    • Etretant, tapet en devoa ar c'hure pleg da c'houlenn diganin meur a dra diwar-benn an doare-skrivañ, an istor, an douaroniezh, ha pa welas ne oan nag ur genaoueg nag un azen, setu ma pedas va mamm da reiñ dezhañ aotre da zeskiñ al latin d'he fennhêr : ... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 37.)
    • Lom ha Job pe Job ha Lom, evel ma karit, ne oant ket daou azen, pell ac'hano, mes daou istrogell eus ar re vrasañ, hag un istrogell gant un istrogell all, en em intent atav evit ober labour fall. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 13.)
    • Seizh vloaz zo avat ez eus un azen ac’hanoun. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 230.)
  3. azen gornek : den dizesk.
  4. Bezañ pennek evel un azen : pennek kenañ.

Doareoù-skrivañ all

En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet asen.

Deveradoù

Troioù-lavar


Krennlavaroù

Troidigezhioù

Anv-gwan

Derez Furm
Derez-plaen azen
Derez-uheloc'h azenoc'h
Derez-uhelañ azenañ
Derez-estlammiñ azenat

azen /ˈɑːzɛn/

  1. Dizesk, diouiziek. Ne vez implijet evel anv-gwan nemet en derez-uhelañ hag en derez-uheloc'h.
    • N'eo ket nep en deus diskouarn hirañ
      Eus an tri-z-hont eo ’n azenañ.
      — (Ar Miliner, e vab hag an azen, e-barzh Feiz ha Breiz, niv. 3, Mae-Even, 1903, p. 89.)
    • « Bien sûr ! » a lavaras ivez kerkent Loiz Dinac’h c’hoant dezhañ diskouez n’oa ket azenoc’h eget ar re all. — (J.P. ar Bras, An doare da zeski galleg, e-barzh Feiz ha Breiz, Gouere, 1907, p. 157.)

Furm verb

azen /ˈɑːzɛn/

  1. Furm ar verb azenañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
  2. Furm ar verb azenañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.

Gwelet ivez

  • Ar pennad « azen » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia