mez
Neuz
Gwelet ivez : maez, mes, mezh |
Brezhoneg
- (Anv-kadarn 1) Eus ar ger krennvrezhonek mes[1], kar d'ar gerioù mes e kerneveureg hag e kembraeg, mess « frouezh » en heniwerzhoneg, meas « frouezh, mez » en iwerzhoneg, meas « frouezh » e skoseg : eus ur ger keltiek *messu- « boued », sellet ouzh buck-mast « finijenn » e saozneg, Eichel-Mast « mezenn » ha mästen « lardañ » en alamaneg, a dostaer ar ger sañskritek मेदस् med-as « druzoni » ouzh hemañ diwezhañ.[2].
- (Anv-kadarn 2) Kavet eo ar ger-mañ en henvrezhoneg (med)[3].
- Meneget eo er C'hatolikon[4] hag e geriadur Gregor Rostrenenn[5].
- Da geñveriañ gant ar gerioù medd en kembraeg, meth en kerneveureg, mid en iwerzhoneg ha medu en galianeg.
Anv-kadarn 1
mez /ˈmeːs/ strollder (unanderenn : mezenn)
- Frouezh ar gwez-derv
- Pa zeuas, avat, ar mez da vankout e rankas mont en noz da redek an douaroù dindan boued-chatal pe louzoù-kegin evit gellout terriñ e naon. — (ABEOZEN, Marvailhoù Loened, Skridoù Breizh, Brest, eil emb. 1943, p. 61.)
- Gweñv evel ur c'hazh-koad e pigno ouzh ar gwez-derv da gutuilh dezho o-zri ur predad mez, pa c'hoarvezo ganto goullonderiñ o faneradig boued e daouarn ar beorien vihan. — (Tad Medar, Fatima !!, Ar Vuhez Kristen, Rosko, 1943, p. 24.)
- Met Jasinta he deus klevet n'eo ket mez an derv du ken c'hwerv ha mez an derv glas. — (Tad Medar, Fatima !!, Ar Vuhez Kristen, Rosko, 1943, p. 88.)
- N'ho-peus ket a vez ? — Mez ? Ar mez a vez e beg ar gwez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 352.)
- ... lakaet ur varazad mez dirak e fri minoc'hellet? — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 58.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
Frouezh ar gwez-derv
Anv-kadarn 2
mez /ˈmeːs/ gourel (liester : mezoù)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
- [1][4] : Ar c'hCatholicon
- [2] : Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne, p. 201.
- [3] : Oxoniensis posterior, meneget er Vocabulaire du vieux-breton
- [5] : Geriadur Gregor Rostrenenn