[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kaozeal:gin

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Evezhiadenn diwezhañ: 12 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Souezhus a-walc'h eo kement-mañ:

«furm eus mont, da respont d'ur goulenn-nac'h
- Te ne deui ket ganeomp? -Gin. TBP 3/196»

Ne deui ket a zo ar verb "dont", hag ent-reizh e c'hortozjed kaout "deuin" da respont. Ar pezh a gaver mar seller el levr, pa vez roet: "te ne deui ket ganeomp? deuin ou gin (geo)". Gwir eo emañ "gin" ivez, da eil. Neuze, ur respont "er spered", da sk. e oa bet kaoz eus "mont tu bennak" a-raok, pe neuze, mar lenner digoradur ar § el levr, ur vi-koukoug evit grin (meur a ""gran, geo", hag ivez "gon (gomp) (geo)" a gaver war ar bajenn-se)? Evit ul labour dave evel Wikeriadur e vefe gwell moarvat kaout traoù asur ha diarvar, pe skouerius.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Ebr 2012 da 14:46 (UTC)Respont

Traoù asur ha diarvar ... evel gouvezoc'h? Da vihanañ eo testeniekaet gin. Posubl eo ne vije ket kavet mat met nac'h an testeni a vefe diaes. Megred e vije ret kavout abeg neuze ivez e-barzh "n'eot ket" neuze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Ebr 2012 da 05:42 (UTC)Respont