hoc'h
Brezhoneg
- Testeniekaet en henvrezhoneg (hoch).
- Meneget er C'hatolikon (houch).
- Da geñveriañ gant ar gerioù hwch en kembraeg, hogh en kerneveureg, socc en iwerzhoneg, succos en galianeg.
Anv-kadarn
gourel | benel | |
---|---|---|
unander | pemoc'h, porc'hell, hoc'h, tourc'h | gwiz, banv |
liester | moc'h, perc'hell, hoc'hed, tourc'hed | gwizi, banved, binvi |
hoc'h gourel, liester hoc'hed
- (Loenoniezh) : Bronneged hollzebrer (Suidae), doñvaet ha maget evit e gig.
- Hoc'h oc'h. Lavaret gant ar wiz d'an hoc'h, hervez un divinadell.
- Ar par spazhet.
- <skouer>.
- Fest an hoc'h
- N'eo ket gant bokedoù e larta an hoc'h en e graou.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
Raganv-gour
Gwelet ivez : ho |
- Doare ho pa vez dirak ur vogalenn.
- Ya, hoc'h anavezout a ran ... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 19.)
- — Ne fell ket dign oc'h alia re, rak gouzout a ran e vezo poan. [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 6.)
- — Me n'hoc'h anavezan ket, eme Ian. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 18.)
- hoc'h eus, eus kaout
Anv-gwan perc'hennañ
Gwelet ivez : ho |
hoc'h
- Doare ho dirak ur vogalenn.
- - [...] : met an itron hag hoc'h enebour, daoust dezhe da diskouezañ bezañ joaus ha kontant, a vo kasoni en o c'halonoù. [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 179.)
- ... hoc'h enkrez a nijo pell diouzhoc'h ! BUSE 376
- Doare ho dirak ar c'hensonennoù [l], [m], [n], [r], (Gwelout GBDT 57).
- hoc'h nez GBDT 57