gwech
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg (gueth).
- Meneget er C'hatolikon (guez).
- Da geñveriañ gant ar gerioù gwaith en kembraeg, gwyth en kerneveureg.
Anv-kadarn
gwech /ˈɡweʃ/benel, liester gwechoù
- ur wech, div wech, teir gwech, kant gwech, mil gwech, pet gwech?
- Kerlaban. — Ho trugarekât a ran mil gwech ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 8.)
- Ped gwech oh bet e Lannuon ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 199.)
- Ar yar-ze a zo diou wech pounneroh evid homañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 199.)
- gwech ebet
- Me n'on ket bet eno gwech ebed. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 199.)
- gwech ... gwech...
- Arabad d'in kennebeut ankounac'haat ar pevar ki-bleiz a fringe, a harze aman hag a-hont, gwech a-raok, gwech a-drenv. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 9.)
- Gwech e vo prest lein, gwech ne vo ket. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 199.)
- Gwech e vint er gêr, gwech ne vint ket. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 199.)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Troioù-lavar
- ur wech an amzer: a-wechoù
- gwech ha gwech all /gwech-ha-gwech-all
- meur a wech
- ur wech
- ur wech all : ar wech a zeu, kentañ tro;
- ur wech bennak
- ur wech e oa
- ar wech kentañ, kentañ gwech
- ouzhpenn ur wech : meur a wech;
- ur wech ouzhpenn :
- a-hed ar wech : a-viskoazh;
- nep gwech : gwech ebet.
Krennlavaroù
- Diwar deir gwech e vez torret ar blanedenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 309.)
- Ur wech evit gwelet n'eo ket pec'hed.