[go: up one dir, main page]

Brezhoneg

  Etimologiezh

Meneget er C'hatolikon (bezaff).
Savet diwar bez- (e bezout), kelf verb eus an adstumm bout, hag an dibenn anv-verb -añ dre analogiezh. Gwelet bout.
Da geñveriañ gant ar verboù bod ha bydd- en kembraeg, bos en kerneveureg.

  Verb

bezañ /ˈbeː(z)ã/ (displegadur)

  1. bout; an anv-verb a glot gant ar stummoù-mañ (e-touez re all): on, out, eo, emañ, edo, bezan, hag a zo bet an anv-gwan-verb anezhañ.
    • Trist eo bezañ paour.
    • Karout hep bezañ karet A zo kriz ha kalet. Krennlavar.
    • N'haller ket bezañ ha bezañ bet. Krennlavar.
    • -Petra a ra d’an dridi bezañ treut? -Kalz emaint war nebeud. Divinadell.
    • Gwelloc'h bezañ mezv evit bezañ sot: an hini mezv a zivezvo, an hini sot ne zisodo ket. Krennlavar.
    • bezañ o vont
    • bezañ bet
    • bezañ er-maez
    • o vezañ ma
  2. bezañ ec'h eo : bez' ez eo
  3. bezañ ez eus : bez' ez eus
  4. bezañ zo : bez' ez eus
  5. bezañ emañ; bezañ emaint : bez' emaint
  6. bezañ e vez
  7. dirak ar verb kaout: bezañ em eus, ... bezañ hon eus, bezañ o deus; ... bezañ o devez; bezañ en devo, bezañ hon devo; bezañ o devoa...

Stummoù all

bout, bezout (ral), bez'.

Troidigezhioù

  Anv-kadarn

bezañ /ˈbeː(z)ã/

  1. → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)

Troidigezhioù

Troioù-lavar