[go: up one dir, main page]

Stagadenn:Distagadur/esperanteg

Distagadur yezhoù ar Wikeriadur.

ar · bm · br · cs · de · el · en · eo · es · fi · fr · grc · hi · hu · is · it · ja · ko · la · mr · ne · nl · no · pl · pt · ro · ru · sa · sk · sq · sw · sv · tr · tsol · vi · vo · xh · zh

Er bajenn-mañ emañ an notadur fonetikel evit an esperanteg.

Taolenn LFE an esperanteg

kemmañ

Distaget e vez al lizherennoù er memes doare bepred, petra bennak a vefe o flas er ger ha petra bennak a vefe al lizherennoù a ve en o raok pe en o goude.

Da skouer, ne vez ket friet ar vogalennoù heuliet gant un m pe un n er c'hontrol d'ar pezh a vez graet e brezhoneg.

Lizherenn vihan Pennlizherenn Distagadur LFE Kevatal brezhonek Skouerioù (e brezhonek)
a A /a/ a askorn
b B /b/ b botoù
c C /ʦ/ ts tsunami
ĉ Ĉ /ʧ/ tch tchek
d D /d/ d den
e E /e/ e echu
f F /f/ f fri
g G /g/ g gad
ĝ Ĝ /ʤ/ dj adjudant
h H /h/ h hir
ĥ Ĥ /x/ c'h sac'h
i I /i/ i pik
j J /j/ y yen
ĵ Ĵ /ʒ/ j jabadao
k K /k/ k kazh
l L /l/ l lann
m M /m/ m mab
n N /n/ n noz
o O /o/ o torr-penn
p P /p/ p per
r R /ɾ/ r roue
s S /s/ s skol
ŝ Ŝ /ʃ/ ch sach
t T /t/ t tal
u U /u/ ou toull
ŭ Ŭ /w/ w gwenn
v V /v/ v aval
z Z /z/ z azen

Vogalennoù

A-raok Kreiz A-dreñv
Serr [i] i [u] u
Etre [ɛ] e [ɔ] o
Digor [a] a

Kensonennoù

  Diweuz Gweuz-dent Gweuz-drekstaon Dent Kevig Drekkevig Staon Drekstaon Troc’h-avel
Dre fri [m] m     [n] n          
Dre serriñ [p] p [b] b     [t] t [d] d       [k] k [g] g  
Dre fic'hal         [ʦ] c [ʧ] ĉ [ʤ] ĝ      
Dre daravat   [f] f [v] v     [s] s [z] z [ʃ] ŝ [ʒ] ĵ   [x] ĥ [h] h
Dre dostaat     [w] ŭ       [j] j    
A-gostez         [l] l        
Ruilhet         [ɾ] r        

Evezhiadennoù

kemmañ
  • N'eo ket bet lakaet ar gensonenn dre fic'hal dz en daolenn met kavet e vez e-barzh un nebeud gerioù evel edzo « pried ». Sellet e vez outi evel ur strollad div gensonenn tra ma vez sellet ouzh an teir c'hensonenn dre fic'hal evel kensonennoù en o unan hag a vez skrivet gant ul lizherenn hepken : c, ĉ ha ĝ.
  • An hantervogalennoù j hag ŭ a c'hell mont d'ober eil elfenn an diftongennoù : aj, ej, oj, uj, , . Diouzh savboent ar fonologiezh avat e tielfenner anezho evel ur c'henaozad fonemoù. Nevez 'zo ec'h implijer ŭ evit skrivañ ar soniad [w] e-barzh anvioù divoutin (Ŭato, Watt ; met Vaŝingtono, Washington).