avon
Gwelet ivez : Avon |
Brezhoneg
- Kavout a reer ar ger e krennvrezhoneg: auon hag auonn er C'hatolikon.
- Da geñveriañ gant ar gerioù afon (en kembraeg), avon (en kerneveureg), abhainn (en iwerzhoneg) hag abona (en galianeg).
- Gwelout an anv stêr Avon e Bro-Saoz, evel e Statford-upon-Avon.
- Kavout a reer ar ger avon en un nebeud anvioù-lec'h : Stêr-Aon, Pont-Aven...
- Implijet e vez ivez er varzhoniezh hag er Sketla Segobrani.
Anv-kadarn
avon, aven benel, (liester avonioù)
- Red-dour naturel a gas e zour dre e naoz eus ar vammenn d'un avon vrasoc'h, d'ul lenn pe d'ar mor.
- E pleg an hent bras nevez, 'tal ar pont
- E red an aven vihan war ar bili. [1]
Gerioù heñvelster
Implijet e vez ar gerioù-se aliesoc'h a wezh :
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
- [1] : Dour-red, in Rimoù ha Sonioù, Dreo Koulouarn (1989)