[go: up one dir, main page]

Yann Gent (1340-1399), John of Gaunt e anv saoznek, a oa un aotrou saoz, mab da Edouarzh III, roue Bro-Saoz.

Yann Gent

Kont Richmond (1342-1372), Lancaster, Lincoln, Derby ha Leicester (1361-1399) e voe. E 1362 e voe anvez da zug Lancaster hag e 1390 da zug Akitania.

Ganet e oa e Gent, en abati Sant Bavon e 1340. Mab e oa da Edward III (1312-1377), roue Bro-Saoz, ha da Philippa de Hainaut (1314-1369). Breur e oa da Edward of Woodstock, anavezet evel ar Priñs Du.

Dimeziñ a reas da Blanche of Lancaster, merc'h pennhêrez Henry de Grosmont, d'an 19 a viz Mae 1353 ; pa varvas e dad-kaer e kemeras e ditloù : dug Lancaster, kont Lancaster, Derby, Lincoln ha Leicester.
Mervel a reas Blanche e miz Gwengolo 1369 e kastell Bolingbroke.

Addimeziñ a reas Yann Gent e miz Gwengolo 1371 da Gonstanza de Castilla, merc'h da Bedro Iañ Kastilha, e Roquefort (en departamant gall Landes hiziv), e Guyena.

D'an 30 a viz Genver 1372 e voe anavezet Yann hag e bried, gant e dad Edouarzh, evel rouaned Kurunenn Kastilha.

D'ar 25 a viz Gouhere 1386 e tilestras en A Coruña. Kurunennet e voe evel roue Galiza (1386-1387) e Santiago ha kerzhout a reas gant un arme war-du kreisteiz Galiza. E lez a ziazezas en Ourense da dremen ar goañv. Emglev a reas gant João Iañ, Roue Portugal a zimezas d'e verc'h Philippa of Lancaster.

Sinañ a reas ur feur-emglev gant ar roue Juan Iañ Kastilha e miz Gouhere 1388 e Baiona.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ
 
Skoed Yann Gent oc'h embann e oa roue war Kastilha ha León ; ennañ emañ kemmesket kastell Kastilha ha leon León gant flourdiliz Bro-C'hall, leoned Bro-Saoz hag e bezhioù dezhañ.
 
Bezioù Katherine Swynford ha Joan Beaufort
Tresadenn, 1640

Teir gwech e timezas.

Bugale all

kemmañ

Diwezh

kemmañ

Beziet e voe en iliz-veur Sant-Paol e Londrez.

Notennoù

kemmañ
  1. Leese, Thelma Anna, Blood royal: issue of the kings and queens of medieval England, 1066–1399, Heritage Books Inc.
  2. 2,0 ha2,1 G.E. Cokayne; with Vicary Gibbs, H.A. Doubleday, Geoffrey H. White, Duncan Warrand and Lord Howard de Walden, editors, The Complete Peerage of England, Scotland, Ireland, Great Britain and the United Kingdom, Extant, Extinct or Dormant, new ed., 13 volumes in 14 (1910–1959; reprint in 6 volumes, Gloucester, U.K. Alan Sutton Publishing, 2000)