[go: up one dir, main page]

Vsyevolod Mikhaylovitch Eichenbaum (Всеволод Михайлович Эйхенбаум) lesanvet Volin (Волин, 11 a viz Eost 1882, Novgorod-18 a viz Gwengolo 1945, Pariz)

Volin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh Rusia, Frañs Kemmañ
Anv ganedigezhВсеволод Михайлович Эйхенбаум Kemmañ
Anv-bihanVsevolod Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Eos 1882 Kemmañ
Lec'h ganedigezhVoronej Kemmañ
Deiziad ar marv18 Gwe 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvtorzhellegezh Kemmañ
Lec'h douaridigezhCrématorium-columbarium du Père-Lachaise Kemmañ
Breur pe c'hoarBoris Eikhenbaum Kemmañ
PriedHalyna Kuzmenko Kemmañ
Yezh vammrusianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg, galleg, alamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Strollad politikelSocialist Revolutionary Party, Nabat, Union of Russian Workers Kemmañ
Oberenn heverkThe Unknown Revolution Kemmañ
Ideologiezh politikelanveliouriezh Kemmañ

Bet ganet en ur familh pinvidik e studias a ar gwir e Sant Petersbourg. Kemer a reas perzh en dispac'h e 1905 hag e savas ivez ur soviet e Sant Petersbourg. Harzet e voe gant ar polis, ha lakaet da heul en toull-bac'h. Dont a reas a-benn achap eus ar prizon ha mont da Vro-c'hall e 1907. Mont a reas e darempred eno gant diveliourien eus Rusia. Dont a reas ezel eus ar C'homite Oberiant Etrebroadel e 1913 ha stourm a-enep d'ar brezel. Voline a rankas terc'hel kuit a-nevez davet SUA ar wezh-mañ pa fellas d'ar gouarnamant gall e lakaat ivez en toull. Degemeret e voe neuze gant ar C'hevredad Unvaniezh ar Vicherourien a vro Rusia e SUA hag e Kanada. Kenderc'hel a reas da stourm en ur vrudañ ar gelaouenn Mouezh al Labour.

Kuitaat a reas ar gelaouenn da c'houlz emglev Brest-Litovsk. Mont a reas neuze da vBrobov e su Rusia, lec'h ma voe karget da gelenn d'ar bobl. Kemer perzh a reas d'ar pemdezieg Nabate (kloc'h-galv). Karget e voe ivez da sevel ur skrid evit prezegenn Koursk. Ret e voe dezhañ sevel ur sintezenn diveliel en dije gellet bezañ program eus pep tu diveliel Rusia. Rankout a reas kuitaat e labour abalamour d'ar volcheviked. Kejañ a reas ouzh Nestor Makhno, hag e voe lakaet e penn ar c'hevrad e karg eus sevenadur ha deskadurezh an Arme Emsavet. An arme a zilennas anezhañ e 1919 evel Prezidant Kuzul an Arme Emsavet. An Arme Ruz a harzas anezhañ en-dro c'hwec'h miz goude, ha lakaat a reas anezhañ etre daouarn an Tcheka. Dieubet e voe e 1920, a- drugarez d'un emglev etre Makhno hag ar volcheviked. Harzet e voe un eil gwezh d'ar 25 a viz Kerzu, da lâret eo un deiz a-raok ar c'hendalc'h diveliel, asambles gant tout an diveliourien o doa bet stourmet gant Makhno.

Prizoniet ha jahinet, e voe dieubet a-drugarez da glemm ar sindikalourien europat deuet da gemer perzh e kendalc'h Profintern. Rankout a reas neuze kuitaat Rusia da vat. Repu a gavas en Alamagn, lec'h ma kendalc'has da stourm gant an Unaniezh Vicherel Frank, a oa he sez e Berlin, hag e skrivas "Heskin a-enep d'an diveli e Rusia Soviedel". Treiñ a reas levr Pierre Archinoff ivez : "Istor an Emsav makhnovour" ha Krouiñ a reas ar sizhunieg rusek "ar micherour anarkour" Sebastien Faure a bedas anezhañ e Bro-c'hall evit kemer perzh er "c'helgeriadur anarkour". Pa darzhas ar brezel e oa o chom e Marsilia lec'h ma skrivas "an dispac'h Dianavez". Mervel a reas en ospital Laenneg abalamour d'an droug-skevent. Douaret eo bet e bered Père-Lachaise e Pariz.


Liammoù diavaez

kemmañ