[go: up one dir, main page]

Tepot Gwilhmod pe Tepod Gwilhmod, anvet Thibault Guillemot ent-ofisiel, zo un emsaver mirour hag un embanner katolik breizhat, bet ganet e Kemper e 1961.

Buhez

Desket brezhoneg gantañ pa oa krennard, en deus skrivet adalek e driwec'h vloaz evit ar sizhunieg roazhonat An Amzer ha dreist-holl evit ar gelaouenn Imbourc'h.

Kemeret en doa perzh en Unvaniezh Koad Kev[1], e MRB[2] hag e Tudjentil Breizh[3], met oberiant eo bet dreist-holl gant Kristenion Breizh, Tiegezh Santez Anna, Oaled Sant Erwan hag Emglev An Tiegezhioù. En Emsav e tifenn ur savboent kristen, mirourel[4].

Diskibl eo da Youenn Olier ha da Paol Kalvez, Yann Mikael ha Youenn Troal e kenlabour ganto hag e skriv er gelaouenn Kannadig Imbourc'h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù ma 'z eo ar prezidant anezhi abaoe 2001. Merañ a ra ti-embann Imbourc'h[5].

Oberenn

Levr

  • Goueler ar Sent. A-hed ar bloaz bevañ gant ar sent., Imbourc'h, 1994, 270 p. (ISBN 0-274435-60-0)

Pennadoù en Imbourc'h hag e Kannadig Imbourc'h

  • An Tiegezh da gentañ, niverenn 75
  • Ar C'hristengaserezh, niverenn 81, 2013
  • Ar pezh-C'hoari Yerma, niverenn 73
  • Brevial Roma e brezhoneg, niverenn 59
  • C'hoant Kaout Lidoù, niverenn 45
  • Da Heul Disentez ur Politikerezh Yezhel evit Breizh, niverenn 40, 2005.
  • Danevell Nedeleg, niverenn 43
  • Gerioù-stur : Roll gerioù-stur Tudjentil Breizh brezhonek o stumm orin, niverenn 52
  • Envorennoù bugaleaj : Seiz pe eizh vloaz e oan (Plugüen), niverenn 69
  • Iliav ha Moger, pe Feiz ha Breizh, niverenn 29
  • Jakez Ar C'hann : ur stourmer eus Logonna Daoulaz evit ar brezhoneg, niverenn 51
  • Tren an Emrenerion ?, niverenn 65
  • Tri-ugentvet Deiz-ha-Bloaz Emglev an Tiegezhioù, niverenn 52
  • Youenn Olier « Enez Ar Vertuz », niverenn 43 (...)

Notennoù

  1. Atebeg an UKK e oa etre 2000 ha 2004.
  2. Aet war ar renk evit an dilennadegoù-kanton e Lanniliz e 2004 : Tepod Gwilhmod, danvez kuzulier er gelaouenn Le Télégramme.
  3. Meur a bennad en deus skrivet evit kelaouenn ar gevredigezh-se evel "1911-2011 : 100 bloavezh a genskoazell e Breizh" (Tudjentil Breizh, niverenn 11, Hañv 2011).
  4. Gw pennad ar gelaouenn Ya ! : Dimeziñ heñvelreizh : a-du hag a-enep, miz Genver 2013
  5. Gw. Ul levr katekiz embannet war Le Télégramme (e galleg)