Liac'hven
Ul lia-vaen, liac'h-vaen, liac'h, liac'hven[1], pe taol-vaen[2],[3],[4],[5], zo un aozadur mein e stumm un daol vras graet gant tud eus pobloù pe sevenadurioù en amzer a vez graet ar Ragistor anezhañ.
Hiziv e ouzer ez int bezioù goloet gant mein, savet etre dibenn ar Vvet milved kent JK ha dibenn an III milved kent JK en Europa. E broioù ar Reter-Pellañ ez eus bet savet un toullad ivez er Iañ milved kent JK.
Goloet e oa ar bezioù gant krugelloù, bernioù douar a vez graet tumuli anezho (tumulus en unander), ha ne chom netra anezho peurvuiañ.
Iskevrennad eus | megalithic tomb |
---|---|
Anv e kana | しせきぼ |
Danvez implijet | megalith |
Prantad | Neolitik, Oadvezh an arem, Kalkoliteg |
Stumm | rectangular cuboid |
En o stad a vremañ ez eo hañval al liac'hoù-maen ouzh taolioù, ken e veze soñjet e oant aoterioù pagan. E gwirionez ez int kambroù ma veze douaret korfoù, ha ribouloù dindan zouar e-barzh krugelloù a zo bet krignet hag aet da get tamm-ha-tamm a-hed ar c'hantvedoù.
A-wechoù e vez un trepas da vont enne, ur « rakkambr » dirak ar gambr a c'hall bezañ hirgarrezek, liestuek pe gelc'hiek.
Skeudennoù
kemmañE Breizh
kemmañE broioù all
kemmañ-
Lia-vaen Paço das Vinhas, e Portugal
-
Lia-vaen Barrocal, e korn-bro Evora, e Portugal
-
Lia-vaen Bramonas, Causses de Lozère, Okitania
-
Lia-vaen Tierques, en Aveyron
-
Lia-vaen e Poatev, e Bro-C'hall
-
Lia-vaen Verdier, Lot, Okitania
-
Lia-vaen ar Rascassols, Gard, Okitania
-
Lia-vaen ar Ronc Traoucat, Gard, Okitania
-
Lia-vaen Gennes-sur-Loire, Maine-et-Loire, Bro-C'hall
-
Lia-vaen an Erves, e Sainte-Suzanne, Mayenne, Bro-C'hall
-
Liac'hven Tella, e proviñs Huesca, en Aragon
-
Liac'hven Santa Elena, e Biescas, e proviñs Huesca, en Aragon
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Liac'h ha liac'hven e Geriadurig Roparz Hemon. Lia, liac'h, lia-vaen e Geriadur Favereau, pajennoù 478 ha 944.
- ↑ Nouveau dictionnaire breton français, Roparz Hemon, Al Liamm, 1978, p. 776 : taol-vaen.
- ↑ Grand dictionnaire français-breton, F. Vallée, 1980, p. 226 : taol-vaen.
- ↑ Geriadur brezhoneg an Here, 2001, p. 1261 : taol-vaen.
- ↑ Dictionnaire français-breton, Martial Ménard, 2012, p. 440 : taol-vaen.