[go: up one dir, main page]

Ivetig an Dred-Kervella

skrivagnerez brezhonek
(Adkaset eus Soaz an Tieg)

Ivetig an Dred (Yvette Le Dret en ti-kêr), a oa ur skrivagnerez vrezhonek, ganet e parrez Langoad, Treger, d'an 2 a viz C'hwevrer 1923, ha marvet d'ar 15 a viz Even 2009 en he zi e Brelevenez (Lannuon). Pried hag intañvez Frañsez Kervella e oa. Sinet he deus ul levr ha pennadoù dindan an anv Soaz an Tieg.

Vetig an Dred e Plufur e miz Eost 2007

Tapet he deus diplom pe desteni war ar studioù keltiek e Skol-Veur Roazhon-2. Deuet eo da vezañ kelennerez ha difazierez war ar brezhoneg e Skol Ober, ur skol da zeskiñ brezhoneg edo Ivetig an Dred enni abaoe 1972 o tifaziañ. Bet he deus bet betek 30 skoliad war un dro, ul labour hirbadus a-youl-vat.

Skrivañ e brezhoneg

kemmañ

N'he doa ket bet soñjet skrivañ drezi hec'h-unan, met dre ma oa brezhonegerez a-vihanik e oa bet goulennet ganti mont d'ober kaozeadennoù e Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien (KEAV), ur c'hamp a vez anezhañ c'hoazh bep bloaz hag a zegemer bep hañv studierien war ar brezhoneg c'hoant ganto en em soubañ er yezh. Goude ar brezel, e oa an tier-embann evel Barr-Heol hag Al Liamm o klask lakaat merc'hed da skrivañ. Setu m'he deus lakaet he c'haozeadennoù dre skrid. Skignet int bet ivez war Radio Kimerc'h, renet gant Charlez ar Gall.

Familh

kemmañ

Desket ganti brezhoneg er gêr gant he zud, ez eo Ivetig an Dred merc'h henañ ur familh a seizh bugel. Marc'hadour krec'hen a oa he zad. E 1947 e timezas gant Frañsez Kervella, skrivagner ha yezhadurour brudet ar brezhoneg, anvet ivez dre an anv-pluenn Kenan Kongar. Asambles o deus strivet da gas war-raok ar brezhoneg. Pevar bugel o deus bet asambles, Riwanon, hag a ra war-dro Skol Ober ha bet roet dezhi Kolier an Erminig e 1994, Divi, a ra war-dro an embann brezhonek evit Kuzul ar Brezhoneg a vod meur a di-embann brezhonek, un eil merc'h, Annaig hag a ra war-dro abadennoù brezhonek war Frañs3 hag Erwan, he mab henañ, treser fent ha barzh, bet ivez unan eus skolaerien gentañ Diwan, marvet e 1984 en e bemp bloaz ha tregont.

Soñjoù

kemmañ

Hervez testeni Daniel Giraudon ez eus eus Ivetig an Dred ur vaouez eürus ha leun a startijenn, a vousc'hoarzh kalz hag a lavar he soñj, hag a vez prest dalc'hmat da reiñ sikour d'ar re a zeu da welout anezhi evit he gouiziegezh.

Oberennoù

kemmañ
  • Barr-heol war ar gegin ha war an daol
Levr keginañ, embannet e ti Barr-Heol e 1975, gant an anv-pluenn "Soaz an Tieg".
  • Gerioù ar gegin (Soaz an Tieg ha Jakez Konan), Embannadurioù An Amzer, Roazhon, Kerzu 1981 - 22 bajenn
  • Naontek pennad bet embannet gant an anv-pluenn "Soaz an Tieg" bepred, war ar gelaouenn Al Liamm :
    • Añjela a Dreger hag Añjela a Vreizh, studi, niv. 210, 1982
    • Gozed hag gozetaerien, studi, niv. 222, 1984
    • Tu gin Barr-Heol, studi, niv. 228, 1985
    • Anavezet em eus Jarl Priel, eñvorennoù, niv. 230, 1985
    • Hañvig Gouel Mikael e Tintagel, barzhoneg, niv. 240, 1987
    • Goañv Treger, barzhoneg, niv. 241, 1987
    • Deomp 'ta d'ober tro al liorzh..., studi, niv. 276, 1993
    • Micher: difazierez, eñvorennoù eus he labour evit Skol Ober, niv. 284, 1994
    • Ur yaouvezh e ti an avel lour, danevell, niv. 308, 1998
    • Koñstañsa ar Merer hag ograoù Lanvaeleg, studi, niv. 310, 1998
    • Kastellbriant hag ar gwez, studi, niv. 312, 1999
    • Anna Vreizh, mein-sked ha bravigoù, studi, niv. 315, 1999
    • Iwerzhon-Treger ha Treger-Iwerzhon, studi, niv. 316, 1999
    • Yezh ar vugale vihan, studi, niv. 318, 2000
    • Janed Trevenou, danevell, niv. 320, 2000
    • Inizi Faroe, studi, niv. 330, 2000
    • Ivona, an hini fur, skrid, niv. 349, 2005
    • Yann-Vari Derrien, skrid, niv. 354, 2006
    • Gant hec'h anv gwir, Ivetig an Dred, he deus savet ur pennad en enor d'ur vignonez aet d'an anaon Itron Galbrun-Iona 1904-1985, niverenn 233
  • Ur pennad hepken bet embannet dindan an anv "Vetig an Dred", war ar gelaouenn Al Liamm bepred :
    • Itron Galbrun-Iona (1904-1985), studi, niv. 233, 1985.

Pennadoù all

kemmañ
  • Bugale Kerugan, Embannadurioù al Lanv; 1998. Savet gant Madalen an Amour ha Marcel Le Guillard (1931-). 222 p. Diverradenn : Eil lodenn ("Kostez ar Pemp Kroaz") eñvorennoù bugaleaj un Dregeriadez… Buhezskrid. Ur ger a-raok, gant Ivetig an Dred-Kervella.
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.