Sachsen-Lauenburg
Sachsen-Lauenburg a oa ur briñselezh alaman eus amzervezh an Impalaeriezh santel roman a zo hiziv e Land Schleswig-Holstein.
En em gavout a rae ar briñselezh etre Mecklenburg, Braunschweig-Lüneburg, Ratzeburg ha Holstein. Lauenburg e oa ar gêrbenn anezhi da gentañ, ha Ratzeburg adalek 1619.
Istor
kemmañSavet e voe e 1260 pa voe rannet dugelezh Sachsen. Gouarnet e veze gant skourr henañ an Tiegezh Ascania, eus Sachsen, tra ma oa ar skourr yaouañ o ren e Sachsen-Wittemberg. Goude mouchet lignez Sachsen-Lauenburg en 1689 en eas an dugelezh gant Tiegezh Welf, ha gouarnet e voe en unaniezh personel gant priñs Lüneburg, anvet da zilenner Hannover adalek 1705.
Gant brezelioù amzervezh Napoleon e voe kaset an dugelezh da get entre 1803 ha 1814, ha neuze ez eas gant an Tiegezh Oldenburg. Neuze e teuas da vout unan eus stadoù ar C'hengevread Alaman, gouarnet en unaniezh personel gant roue Danmark. Goude eilvet brezel an Dugelezhioù, e 1865, e voe profet kurunenn an dugelezh, gant Stadoù Meur Sachsen-Lauenburg, da roue Prusia Gwilherm Iañ. Renet e voe an dugelezh gant hennezh e-pad un dek vloaz bennak, a-raok bezañ staget ouzh Prusia ha lakaet e-barzh Schleswig-Holstein.
Tud
kemmañ- Sophie von Sachsen-Lauenburg, anv meur a briñsez
- Sibylle Hedwig von Sachsen-Lauenburg