Rubidiom
Un elfenn gimiek eo ar rubidiom ; Rb eo e arouez kimiek, 37 e niver atomek ha 85,468 e dolz atomek. Ur metal alkaliek eo ar rubidiom, evel holl elfennoù ar strollad 1 war-bouez an hidrogen (a zo un nann-metal).
| ||||
---|---|---|---|---|
Kripton – Rubidiom – Strontiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 37 | |||
Rummad kimiek | Metaloù alkaliek | |||
Strollad | 1 | |||
Trovezh | 5 | |||
bloc'h | s | |||
Tolz atomek | 85,4678 ±0.0003 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Kr] 5s1 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 8, 1 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 1 Oksidenn vazennek kreñv | |||
Tredanleiegezh | 0,82 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 403 kJ/mol 2 : 2632,1 kJ/mol 3 : 3859,4 kJ/mol | |||
Skin atomek | 247,5 pm | |||
Skin kenamsav | 220 ±9 pm | |||
Skin Van der Vaals | 303 pm | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20°C) | 1,532 g/cm3 | |||
Teuzverk | 39,31°C | |||
Bervverk | 688°C | |||
Neuz an elfenn | ||||
Ur glogorennad Rubidiom | ||||
Ur metal blot liv an arc'hant hag a deuz pa vez tommoc'h eget 39.3 ° C eo ar rubidiom.
Puilhoc'h eget ar c'houevr pe ar plom eo ar rubidiom en douar, hogen nebeut-tre a vez kenderc'het peogwir ne vez mui implijet er greanterezh; gant ar c'heziom, e amezeg er strollad 1, eo bet erlerc'hiet[1], petra bennak ma kaver 30 gwezh muioc'h a rubidiom eget a geziom. Etre 2 ha 4 zonennad rubidiom a vez kenderc'het bep bloaz er bed a-bezh, e Kanada, Namibia ha Zambia ; ne vez mui kenderc'het e Stadoù-Unanet Amerika.[2]
Istor
kemmañE 1861 e voe kavet ar rubidiom gant daou Alaman, ar c'himiour Robert Bunsen hag ar fizikour Gustav Kirchhof, a-drugarez d'ar skalfadseller o devoe ijinet er bloaz kent. Peogwir e weljont linennoù ruz-flamm er skalfad bet taolet gant an elfenn nevez en o anvjont rubidiom, diwar al latin rubidus, "ruz teñval".
Perzhioù
kemmañUr metal blot-tre eo ar rubidiom, pa deuz e 39,3 °C hepken ; orjalennus eo pa vez yenoc'h (bez' e c'haller e astenn hep na dorrfe).
Kimiek
kemmañ- Deviñ a ra ar rubidiom pa vez lakaet en aer, ha lakaat a ra an dour da darzhañ en ur entanañ an hidrogen a vez dieubet.
- Taer ivez eo e zazgwered ouzh an oksiderioù hag an halogenoù. Dre-se e vez kemeret diarbennoù strizh a-fed pakañ rubidiom evit e dreuzdougen : 100 g a rank bezañ klozet en ur voest dir siellet.[2]
- Un trelusker eo ar rubidiom.
Izotopoù
kemmañDaou izotop a gaver en natur, 85Rb (72,2 %) ha 87Rb (27,8 %). Skinoberiek eo 87Rb un disterig, gant un hanter-vuhez a 48,8 a viliardoù a vloavezhioù — etre 30 ha 110 devezh zo rekis evit ma c'hallfe louc'henniñ ur blakenn-luc'hskeudenniñ.
Izotopoù eus ar rubidiom zo bet aozet gant mab-den, 24 anezho, gant un hanter-vuhez a zo berroc'h eget 3 miz ; didalvez eo an darn vrasañ eus izotopoù danzeek ar rubidiom, abalamour ma 'z int re skinoberiek.
Arver
kemmañKen heñvel eo ar rubidiom ouzh ar c'heziom ma vezont arveret kevret pe an eil e-lec'h egile. Kesiom zo aesoc'h da dapout, met lod kefridioù ne c'hallont bezañ sevenet nemet gant rubidiom, evel gwer arbennik (neudennoù luc'hek ha binvioù da welet en deñvalijenn).[2]
- Peogwir ez eo ar rubidiom gouest da ezteuler gouloù e vez implijet evit fardañ kelligoù luc'hdredanel, en ardivinkoù da zinoiñ ar skinoù.
- Meur a zoare zo da arverañ ar rubidiom er vezegiezh :
Notennoù
kemmañ- ↑ United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 14 HER 12
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 BUTTERMAN W. C. & Reese R. G. Jr, Mineral Commodity Profiles — Rubidium, United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 14 HER 12
Daveennoù
kemmañ- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |