Ribauldequin
Ur Ribauldequin, anvet ivez rabauld, ribault, ribaudkin, machine infernale pe arm ograoù, a oa un arm eus fin ar Grennamzer gant meur a ganol war un diaz oc'h implij bolodoù bihan. Implijet e voe e-pad ar XIVvet kantved hag ar XVvet kantved.
Pa veze tennet gant an arm en un taol e veze krouet ur barrad bolodoù houarn taolet war an enebour. Implijet e oant bet, dreist-holl e penn kentañ ar XVvet kantved, goude-se e oant implijet muioc'h evel armoù difenn enep den. An anv arm ograoù a zo deuet dre m'eo heñvel a-walc'h neuz kanolioù lies an arm ouzh re ar benveg sonerezh.