Renadenn eeun
Ur verb unandranzitivel (saozneg : monotransitive) en devez ur renadenn eeun (merket gant lizherennoù druz izeloc'hik) nemetken hag a dalvez d'ar pezh a vez graet gant ar verb. Da skouer :
- Hi a zebras an aval.
- Kaozeal brezhoneg a ra ar vrezhonegerion.
- Notenn :
Daoust ha ma vez graet ken alies all gant an termen renadenn dra eo kalz gwelloc'h ober gant an termen renadenn eeun rak damheñvel eo ouzh an termen yezhadurel all renadenn dieeun.
E brezhoneg
kemmañStrizh a-walc'h e vez urzh ar frazenn e brezhoneg. Goude ar verb e teu ar renadenn eeun a-raok ar renadennoù dieeun. Da skouer :
- Kemer a ran bemdez ma disglavier (fall).
- Kemer a ran ma disglavier bemdez (mat).