[go: up one dir, main page]

Río de la Plata zo un aber bras e Suamerika. Stummet eo gant ar stêrioù Paraná hag Uruguay a gengej a-raok en em deurel er Mor Atlantel.

Río de la Plata
Río de la Plata, etre Arc'hantina hag Uruguay, eo an aber ledanañ war an Douar.

Emañ Río de la Plata etre Arc'hantina hag Uruguay. Emañ Buenos Aires, kêr-benn Arc’hantina, war ar ribl su ha Montevideo, kêr-benn Uruguay, war ar ribl norzh.

Brasañ aber ar bed eo Río de la Plata, gant 219 km led en e ledanañ.