[go: up one dir, main page]

Plougerne

kumun Penn-ar-Bed

Plougerne (distaget [pluˈɡɛr.ne]) zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lesneven, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.

Plougerne
Lilia da guzh-heol.
Lilia da guzh-heol.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plouguerneau
Bro istorel Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Lanniliz (betek 2015)
Lesneven (abaoe 2015)
Kod kumun 29195
Kod post 29880
Maer
Amzer gefridi
Yannig Robin[1]
2020-2026
Etrekumuniezh KK Plabenneg hag an Aberioù
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Annezidi Plouiz-Kerne
Poblañs 6 633 ann. (2020)[2]
Stankter 153 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 36′ 28″ Norzh
4° 30′ 15″ Kornôg
/ 48.607778, -4.504167
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 79 m
Gorread 43,33 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plougerne

Douaroniezh

kemmañ

War lez dehoù an Aber-Ac'h emañ Plougerne.

  • Porzh Perroz
  • Menez Perroz
  • Lilia

Stummoù skrivet

kemmañ

Erwan Vallerie ː Ploe Kerneu, c 1330; Ploueguerneau, 1388; Guikerne, 1498; Ploekerneau, 1516; Plou-Kerneaw, 1636; Guiquerno, 1715[3]

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra an anv Plougerne eus an henvrezhoneg ploe (parrez) ha kernev (Kerne-Veur).

Plouiz-Kerne[4] a reer eus tud Plougerne, pe Plougerneviz[5] pe Plougerneiz[6].

Ardamezioù

kemmañ

En aour e dreustell en gul, e sourin geotet karget gant teir bezantenn en argant balirant, e gab en erminoù

  • Mervel a reas 212 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,64% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[8].
  • Mervel a reas 55 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[9].
  • D'an 18 a viz Even 1940 e rankas un nijerez Ju 88 A-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) gant pevar milour en he bourzh douarañ buan ha rekis e "Leur Lann ar Floc'h" er gumun goude bout bet bombezet bigi e Brest ha bout bet tizhet gant tennoù gall; tapet e voe an nijourion da brizonidi gant ar C'hallaoued ha dieubet gant o c'henvroidi un nebeud deizioù war-lerc'h[10]; daou waz eus ar gumun a voe tamallet dezhe bout gwallgaset he faread; d'ar 27 a viz Even e voe barnet ha kondaonet Jean-Marie Keranvel d'ar marv gant lez-varn al lu alaman e Brest, ha fuzuilhet e voe d'an 28; egile, Jean Balson, a voe kondaonet da eizh vloaz labour-ret, ha kaset e voe d'ur c'hamp-bac'h en Alamagn, distreiñ a reas d'ar 15 a viz Mae 1945[11],[12].
  • Nijerezioù eus ar ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad: d'ar 27 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet V5865 ha kodet PZ-P eus 53th Squadron en donvor da Enez-Werc'h e Plougerne; lazhet e voe he zri nijour, ne voe ket kavet o c'horfoù; d'an 18 a viz Kerzu 1941 e kouezhas div nijerez Stirling I, unan, marilhet N3665 ha kodet LS-S eus ar 15th Squadron, er mor nepell eus Plougerne, lazhet e voe he eizh nijour, ne voe kavet korf ebet, hag an eil hini, marilhet W7436 ha kodet MG-D eus ar 7th Squadron e Plougerne; daou nijour a voe lazhet, douaret int e bered ar gumun, ar pemp nijour all a voe tapet gant an Alamaned; d'an 2 a viz C'hwevrer 1942 e kouezhas un nijerez Beaufort marilhet AW253 ha kodet AW-A eus ar 86th Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) nepell eus Plougerne; mervel a reas he fevar nijour, tri anezhe a zo douaret int e Bered Kerfaotraz e Brest, an hini all e Sibirill[13].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas nav milour eus ar gumun[15].

Brezhoneg

kemmañ

Ar Brezoneg er Skol

kemmañ

Ya d'ar brezhoneg

kemmañ

Deskadurezh

kemmañ
  • Klasoù divyezhek zo eno abaoe 1996.
  • Ur skol Diwan zo, abaoe Gwengolo 2018.
  • E distro-skol 2023 e oa 128 skoliad enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek publik (22,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[18].
  • Ar vagouri-kêr he deus sinet Live 2 karta Divskouarn.

Lec'hanvadurezh

kemmañ

Traezhegi:

  • An Aod Wenn,
  • ar Vougo,
  • ar C'horejou
  • Sant-Kava, e kornad Lilia.
  • Kervenni

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
 
Ar c'halvar hag an iliz katolik
 
Tour-tan Enez-Werc'h e-kichen Lilia, e Plougerne
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[19].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

kemmañ
Bro Niver a vilourion
  Afrika ar Su 2 (Tirlu)
  Aostralia 1 (Aerlu)
  Kanada 2 (Aerlu)
  Rouantelezh-Unanet 6 (Aerlu)
Hollad 11

Re an Tirlu, troadeion o-daou, a varvas e miz Here 1918, e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Re an Aerlu a varvas e-pad an Eil Brezel Bed:

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Roll ar vaered

Dilennadeg Anv strollad politikel
2014- Yannick Robin tu kleiz
2001-2014 André Lesven MoDem
1983-2001 Bernard Le Ven distrollad
1950-1983 Léon Guéguen distrollad

Tud ganet eno

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  de Carné

Beskonted Coëtquenan

En aour e ziv dreustell en gul

Kêrioù gevellet

kemmañ
Bro Kêr Abaoe
  Alamagn Edingen-Neckarhausen 1967
  Kernev-Veur Lannales 1992

Mojenn Tolente

kemmañ

Kontañ a reer e oa ur gêr anvet Tolente gwechall hag a vije bet beuzet gant ar mor. Gant meur a istorour eo bet lec'hiet ar gêr-se dirak aod Plougerne. N'eo, evit poent, nemet martezeadennoù chomet difrouezh[21] Met hervez ur vartezeadenn all e vije bet ar gêr-se e-kichen Pont de la Talence, e Abbeville, tost da c'henoù ar stêr Somme.

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Ouest-France
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  4. Yezhadur bras ar brezhoneg, p. 433; «Anavezet mad eo Plouiz Kerne, met d'am zoñj eo eur stumm war don kenañ» Mikael Madeg Renabl anoiou parreziou Bro-Leon hag o distagadur Ar Skol Vrezoneg, 2000, p.224.
  5. Le Courrier du Finistère, 01.12.1906 p.1f; «Klevet 'm-eus ivez "Plougerneviz", ar pez a zo interesant da houzoud» M. Madeg op. cit. p.224-5.
  6. Lan Inizan, Emgann Kergidu, 1887, teir reveziadenn p.125; «(…) Plougerneiz, a-leiz, a-leiz, a lamm er mor a-raog ar bleiz", pez a ziskouez ne lavared "v" ebed.» M. Madeg, op.cit p.225; «Plougerneiz a zebr kig er C'horaiz (…)» «Plougerneiz, moc'h direzon (…)» [flemmadennoù pobl] Daniel Giraudon, Querelles de clochers, Skol Vreizh, 2006, p.144
  7. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 157 ha 158
  8. (fr)Memorial Genweb
  9. (fr)Memorial Genweb
  10. (fr)Pertes Luftwaffe
  11. (fr)Yves Bramoullé, La guerre en mémoire, Embannadurioù "Le Télégramme"
  12. (fr)Pertes Luftwaffe
  13. 13,0 ha13,1 (fr)Pertes RAF Finistère
  14. 6713093 Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  15. (fr)Memorial Genweb
  16. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  17. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  18. Distro-skol ar c’helenn divyezhek Kelenn
  19. (fr)Université de Lille
  20. (en)Commonwealth War Graves Commission
  21. Tolente : mythe ou réalité, René Le Verge, "Cahiers de Landéda", niv. 17, Meurzh 1988.