Piero di Cosimo de' Medici
- Marteze emaoc'h o klask Piero di Cosimo, al livour.
Piero de' Medici, pe Piero Iañ de' Medici, pe Piero di Cosimo de' Medici, d'e zisheñvelout diouzh ar re all anvet eveltañ, lesanvet il Gottoso (an urlaoueg), a voe mestr Firenze e-pad pemp bloaz, eus 1464 betek 1469.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Republik Firenze |
Anv e yezh-vamm an den | Piero di Cosimo de' Medici |
Anv-bihan | Pierre |
Anv-familh | Medici |
Anv | Pierre de Médicis |
Deiziad ganedigezh | 19 Gwe 1416 |
Lec'h ganedigezh | Firenze |
Deiziad ar marv | 2 Kzu 1469 |
Lec'h ar marv | Firenze |
Lec'h douaridigezh | Sagrestia Vecchia |
Tad | Cosimo il Vecchio |
Mamm | Contessina de' Bardi |
Breur pe c'hoar | Carlo di Cosimo de' Medici, Giovanni di Cosimo de' Medici |
Pried | Lucrezia Tornabuoni |
Bugel | Nannina de' Medici, Lorenzo il Magnifico, Giuliano de' Medici, Maria di Piero de' Medici, Bianca de' Medici |
Kar | Francesco Tornabuoni |
Familh | Tiegezh Medici |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
Micher | banker |
Deskrivet en URL | https://books.google.de/books?id=0AKM3OgXtPIC&pg=PA232&lpg#v=onepage&q&f=false |
Mab e oa da Cosimo il Vecchio, lesanvet pater patriae, ha da g-Contessina de' Bardi. E 1461 e voe gonfalonier ar justis. Pa varvas Cosimo Iañ d'an 1 a viz Eost 1464 e kemeras e lec'h e penn kêr Firenze hag e kendalc'has gant ur politikerezh dimeziñ e vugale da diegezhioù uhel Firenze. Tad e oa da deir merc'h, Lucrezia, ..., ha daou vab, Lorenzo il Magnifico ha Giuliano de' Medici.
Klask a reas kaout darempredoù mat gant ar roue gall Loeiz XI, ar pab Paol II, ha gant duged Milano: Francesco Sforza (a varvas e Meurzh 1466), ha Galeazzo-Maria Sforza a renas war e lerc'h.
Irienn 1466
kemmañDroug ouzh an Tiegezh Medici a greskas e-touez an tiegezhioù uhel all a oa bet lakaet a gostez en amzer e dad Cosimo. Kresket e oa c'hoazh pa zivizas Piero goulenn paeamant o dle d'ar bank Medici. En em unaniñ a reas enebourien ar Medici da irienniñ a-enep Piero : Niccolo Soderini, a oa republikan, Diotisalvi Neroni, Angelo Acciaiuoli, ha Luca Pitti, a oa rener anezho, dre zipit pe c'hoant-galloud. Int-i e oa kostezenn an dorgenn, (war dorgenn San Giorgio Medici edo ar palez Pitti).
E vugale
kemmañAnv | Ganet | Marv | Notennoù |
---|---|---|---|
Bianca | 1445 | 1505 | Dimezet da Guglielmo de' Pazzi |
Lucrezia detta Nannina | 1448 | 1493 | Dimezet da Bernardo Rucellai |
Lorenzo lesanvet “il Magnifico | 1449 | 1492 | Aotrou Firenze, dimezet da Clarice Orsini |
Giuliano | 1453 | 1478 | Muntret e-kerzh Irienn ar Re Pazzi. Ur mab en doe gant Fioretta Gorini hag a voe anvet da bab, Klemez VII. |
Maria | 1455 | 1479 | Dimezet da Leonetto de' Rossi |
Ur mab | Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel | ||
Ur mab all | Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel | ||
Giovanni | Mab bastard, a zimezas da Luigia di Giovanni de' Medici |