Peuliañ
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Peuliañ zo ur jahinerezh graet da lakaat an dud d'ar marv, o sankañ er c'horf un dra lemm ha hir, evel ur peul pe ur goaf, a-wechoù a-led, er bruched, pe a-serzh, en toull-revr. Implijet e veze ouzh an torfedoù gwelet evel ar re washañ gant ar galloud, enep ar stad hag an dreitourien, pe enep ar relijion ofisiel, adalek an amzerioù koshañ.
Kentañ roud eus ar jahinerezh-se a gaver en izelvosoù Mezopotamia, e Babilon hag en Impalaeriezh asirian adalek an XVIIIvet kantved kent JK da vihanañ.
Peuliañ en Istor
kemmañAsiria
kemmañHenegipt
kemmañE dibenn an XIIvet kantved kent JK, en amzer ar faraon Ramses IX, e veze implijet ar peuliañ evit lakaat preizherien bezioù ar rouaned d'ar marv evit spontañ an danvez preizherien hag o c'henseurted er velestradurezh.
Roumania
kemmañEr XVvet kantved e voe brudet Vlad Ţepeş, lesanvet « ar Peulier » dre ma jahine e brizonidi durk war beulioù. Diwezhatoc'h ec'h awenas ar romantour Bram Stoker pa skrivas Dracula.
Gant an Spagnoled en Amerika
kemmañDarn eus ar gonkistadorien spagnol a beulie an henvroiz a stourme a-enep dezho. Sed a belec'h e teu an anv-lec'h El Empalao en Venezuela ma veze peuliet gant Garci González de Silva an emsavidi[1].
Ar penn-meur mapuche Caupolicán a voe peuliet en 1558 , er vro a zo bremañ dindan Chile[2].
Gant an arme c'hall
kemmañHervez ar medisin gall Claude Desprez e oa bet implijet gant an arme c'hall e-pad an droiad-vrezel da Egipt e 1800. Er bloaz-se e oa bet drouklazhet ar jeneral gall Jean-Baptiste Kléber gant ar Sirian Soleyman el-Halaby ha hennezh a voe kondaonet d'ar marv gant ur bodad ofisierien c'hall[3].
Setu a skrivas e 1881 :
« L'homme fut condamné, par le conseil de guerre français, à avoir les poings brûlés puis à être empalé vif. Le bourreau Barthélemy coucha sur le ventre Soliman, tira un couteau de sa poche, lui fit au fondement une large incision, en approcha le bout de son pal et l'enfonça à coups de maillet. Puis il lia les bras et les jambes du patient, l'éleva en l'air et fixa le pal dans un trou préparé. Soliman vécut encore durant quatre heures, et il eût vécu plus si durant l'absence de Barthélemy un soldat ne lui eût donné à boire : à l'instant même il expira. »[4]
- Kondaonet e voe an den gant ar c'huzul-brezel gall, da vezañ devet e zaouarn ha peuliet en e vev. Ar bourev Barthélemy a astennas Soliman war e gof, a dennas ur gontell eus e c'hodell, a reas ur skej hir en e benn a-dreñv, a dostaas penn ar peul, hag en sankas en e gorf a daolioù mailh.
En Armenia
kemmañAurora Mardiganian, a zreistvevas Gouennlazhadeg Armenia er bloavezhioù 1915–1923, a lavaras e veze peuliet ar merc'hed e-kerzh al lazhadegoù[5].
Skeudennoù
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Julio Mosquera, "El cerro El Empalao en Cagua es más importante que el Sambil de La Candelaria: Caracas es Caracas y lo demás es monte" en Aporrea 03/11/2009
- ↑ Patrom:Cita libro
- ↑ https://books.google.fr/books?id=VA9IAAAAMAAJ&hl=fr&pg=PA74#v=onepage&q&f=false
- ↑ Claude DESPREZ, Kléber et Marceau, Baudouin & Cie, 1881 — ASIN : B003WVJBVI
- ↑ Erish (2012) p. 212