[go: up one dir, main page]

Ur savadur bras pe vras-tre eo ar palez (liester : palezioù), hemañ aozet peurvuiañ evit annez ur penn-bras pe ur velestradurezh foran. Eus al latin "palatium", anv annez divent an impalaerien roman ha lec'hiet war ar menez Palatin e Roma.

palez
architectural typology, doare savadur
Iskevrennad eussavadur, ti, architectural structure Kemmañ
Implijannez Kemmañ
Implijet gantmonark Kemmañ
Roll elfennoùlist of palaces Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from palaces Kemmañ

En Henamzer hag er Grennamzer ne veze graet palez nemet eus savadurioù e-lec'h ma teue prantadoù-pad an impalaerien hag ar roueed.
Dre ma kreskas pinvidigezhioù an noblañs uhel eo deuet da vezañ ur palez kement annez pompadus ha lorc'hus : Palez Duged Bourgogn e Dijon.
Dre astenn eo ur palez ur savadur bras ma vez pleustret galloud ar gouarnamant ennañ : palez Justiz
Dre vetaforenn e c'hell bezañ ur palez kement savadur bras a-walc'h : Palez an Arzoù hag ar ar Sevenadur e Gwened, da skouer, pe ur perc'hennaj bras-tre.

Maered ar Palez a veze graet eus ar pennoù bras a gouarne Bro-C'hall e anv ha plas ar roueed merovingidi.

Er Grennamzer, e Europa, ne save ket an unpennoù hag an duged palezioù dre ma vezent o vrezeliñ atav hag e savent kestell diskonfortus a-walc'h. Goude m'eo bet treuzfurmet ar c'hestell da balezioù e chomas an anv kozh. Lavaret e vez Kastell Versailhez koulz ha Palez Versailhez.

Sell ivez

kemmañ